Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 17

1 En daouzekvet bloaz eus Akaz roue Juda, e teuas Ozea mab Ela da roue war Israel e Samaria, evit nav bloaz.

2 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ.

3 Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhañ, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhañ.

4 Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.

5 Roue Asiria a yeas a-dreuz ar vro hag a bignas da Samaria, hag e sezizas anezhi e-pad tri bloaz.

6 En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.

7 Kement-se a c'hoarvezas dre m'o doa pec'het mibien Israel a-enep an AOTROU o Doue, en doa lakaet anezho da bignat eus bro Ejipt, a-zindan dorn Faraon roue an Ejipt, ha dre m'o doa azeulet doueoù all.

8 Kerzhet o doa e reolennoù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel, hag e reolennoù o doa diazezet rouaned Israel.

9 Ha mibien Israel o doa graet e-kuzh traoù na oant ket didro a-enep an AOTROU o Doue. Savet o doa dezho uhellec'hioù en o holl gêrioù, adalek tour ar warded betek ar c'hêrioù kreñv.

10 Graet o doa dezho peulioù hag Asheraoù war bep krec'hienn ha dindan pep gwezenn c'hlas.

11 Lakaet o doa da vogediñ en holl uhellec'hioù, evel ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirazo. Graet o doa traoù fall evit kounnariñ an AOTROU.

12 Servijet o doa an idoloù, ha koulskoude an AOTROU en doa lavaret diwar o fenn: Ne reot ket kement-se.

13 An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.

14 Met n'o doa ket selaouet, ha reutaet o doa o gouzoug, evel m'o doa graet o zadoù, ha n'o doa ket kredet en AOTROU o Doue.

15 Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.

16 O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.

17 Lakaet o doa o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan. En em roet e oant d'an divinerezh ha d'an achanterezh, hag en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.

18 Setu perak an AOTROU en deus bet ur gounnar vras a-enep Israel, hag en deus o zaolet kuit a-zirak e zremm. N'eo manet nemet meuriad Juda.

19 Ha Juda zoken n'en deus ket miret gourc'hemennoù an AOTROU o Doue, met en deus kerzhet er reolennoù diazezet gant Israel.

20 Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.

21 Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.

22 Mibien Israel o doa kerzhet en holl bec'hedoù en doa graet Jeroboam, ha n'o doa ket distroet diouto,

23 betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.

24 Roue Asiria a gasas tud eus Babilon, eus Kuta, eus Ava, eus Hamad hag eus Sefarvaim, hag a lakaas anezho e kêrioù Samaria, e-lec'h mibien Israel. Hag e perc'hennjont Samaria, hag e chomjont en he c'hêrioù.

25 Pa en em lakajont da chom eno, n'o doa doujañs ebet e-keñver an AOTROU, hag an AOTROU a gasas a-enep dezho leoned a lazhe anezho.

26 Lavaret e voe da roue Asiria: Ar broadoù ac'h eus kaset ha lakaet e kêrioù Samaria n'anavezont ket an doare da servijañ Doue ar vro, ha kaset en deus en o enep leoned a lazh anezho, dre ma n'anavezont ket an doare da servijañ Doue ar vro.

27 Neuze roue Asiria a roas ar gourc'hemenn-mañ o lavarout: Lakait da vont di unan bennak eus an aberzhourien hoc'h eus degaset ac'hano en harlu. Mont a raio da chom di, hag e kelenno an doare da servijañ Doue ar vro.

28 Unan eus an aberzhourien a oa bet harluet eus Samaria, a zeuas da chom e Betel, hag e kelennas dezho penaos doujañ an AOTROU.

29 Met pep broad a reas e zoueoù hag a lakaas anezho e tiez an uhellec'hioù o doa graet ar Samaritaned, pep broad er c'hêrioù ma oa o chom enno.

30 Tud Babilon a reas Sukkod-Benod, tud Kuta a reas Nergal, tud Hamad a reas Ashima,

31 re Ava a reas Nibkaz, ha re Sefarvaim a lakae o mibien da dremen dre an tan en enor da Adrammelek hag Anammelek, doueoù Sefarvaim.

32 Hag e toujent ivez an AOTROU, hag e lakajont da aberzhourien an uhellec'hioù tud kemeret eus o zouez, a aberzhe evito e tiez an uhellec'hioù.

33 Evel-se e toujent an AOTROU hag e servijent o doueoù, e doare ar broadoù ma oant bet dilec'hiet diouto.

34 Ha betek bremañ e reont hervez o gizioù kentañ: ne zoujont ket an AOTROU, ne reont nag hervez o reolennoù, nag hervez o barnedigezhioù, nag hervez al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus roet an AOTROU Doue da vibien Jakob, a anvas Israel.

35 An AOTROU en doa graet ganto un emglev ha roet dezho ar gourc'hemenn-mañ: Ne zoujot ket doueoù all, ne stouot ket dirazo, ne servijot ket anezho, ha ne aberzhot ket dezho.

36 Met doujañ a reot an AOTROU, en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt gant un nerzh bras hag ur vrec'h astennet. Dirazañ eo e stouot, ha dezhañ eo ec'h aberzhot.

37 Ar reolennoù, ar barnedigezhioù, al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus skrivet evidoc'h, a virot, hag e reot diouto da viken, ha ne zoujot ket doueoù all.

38 N'ankounac’haiot ket eta an emglev am eus graet ganeoc'h, ha ne zoujot ket doueoù all.

39 Met doujañ a reot an AOTROU ho Toue, hag e tieubo ac'hanoc'h diouzh dorn hoc'h holl enebourien.

40 Met n'o deus ket selaouet, hag e rejont hervez o gizioù kentañ.

41 Evel-se ar broadoù-se a zouje an AOTROU hag a servije o skeudennoù kizellet. Hag o mibien, ha mibien o mibien, o deus graet betek hiziv evel m'o doa graet o zadoù.

Lean sinn:



Sanasan