2 Rouned 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 1 Er seitekvet bloaz eus Pekak mab Remalia, e teuas da roue Akaz mab Jotam roue Juda. 2 Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, evel m'en doa graet David e dad. 3 Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel. 4 Hag e aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù, war ar c'hrec'hioù, ha dindan pep gwezenn c'hlas. 5 Neuze Rezin roue Siria ha Pekak mab Remalia roue Israel a bignas a-enep Jeruzalem da vrezeliñ, hag e sezizjont Akaz, met ne c'helljont ket e drec'hiñ dre an armoù. 6 En amzer-se Rezin roue Siria a adlakaas Elad d'ar Siria, rak diberc'hennañ a reas Yuzevien Elad, hag ar Siriz a yeas da Elad, e-lec'h ma'z int chomet betek hiziv. 7 Akaz en doa kaset kannaded etrezek Tiglad-Pilezer roue Asiria, da lavarout: Me 'zo da servijer ha da vab. Pign da'm dieubiñ diouzh dorn roue Siria ha diouzh dorn roue Israel, a zo savet a-enep din. 8 Akaz a gemeras an arc'hant hag an aour a oa e ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag o c'hasas, e prof, da roue Asiria. 9 Roue Asiria a selaouas outañ. Pignat a reas a-enep Damask, hag e tapas anezhi, hag e harluas he fobl betek Kir, hag e lakaas Rezin d'ar marv. 10 Ar roue Akaz a yeas da Zamask en arbenn da Diglad-Pilezer roue Asiria. Hag ar roue Akaz, o vezañ gwelet an aoter a oa e Damask, a gasas d'an aberzhour Uri ar patrom hag ar skeudenn eus an aoter-se, gant he stumm resis. 11 An aberzhour Uri a savas un aoter hervez kement en doa urzhiet dezhañ ar roue Akab eus Damask. An aberzhour Uri a reas anezhi a-raok ma voe distroet ar roue eus Damask. 12 Pa voe distroet ar roue Akaz eus Damask, ha pa welas an aoter, e tostaas hag e pignas outi. 13 Lakaat a reas da vogediñ e loskaberzh hag e zonezon, hag e skuilhas e evadkinnig, hag e sparfas gwad e aberzh a drugarekadennoù war an aoter. 14 Diwar-benn an aoter arem a oa dirak an AOTROU, e pellaas anezhi a-zirak an ti, evit na voe ken etre an aoter-se ha ti an AOTROU, hag e lakaas anezhi e-kichen an aoter-se, etrezek an hanternoz. 15 Ar roue Akaz a roas ar gourc'hemenn-mañ d'an aberzhour Uri o lavarout: War an aoter vras e lakai da vogediñ loskaberzh ar beure, donezon an abardaez, loskaberzh ar roue hag e zonezon, loskaberzh holl bobl ar vro hag o donezon hag o evadkinnigoù. Sparfañ a ri warni holl wad al loskaberzhoù hag holl wad an aberzhoù. Ha diwar-benn an aoter arem, din-me e vo da welout. 16 An aberzhour Uri a reas kement en doa gourc'hemennet ar roue dezhañ. 17 Hag ar roue Akaz a lakaat a-dammoù sternioù ar sichennoù hag a lamas diwarno ar c'hirinoù a oa dreisto. Diskenn a reas ar mor diwar an ejened arem a oa dindanañ, hag e lakaas anezhañ war ur pavez maen. 18 Lemel a reas eus ti an AOTROU, en abeg da roue Asiria, porched ar sabad a oa bet savet d'an ti, ha digor ar roue a oa en diavaez. 19 Diwar-benn nemorant oberoù Akaz ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 20 Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h. |