2 Rouned 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 1 Er seizhvet bloaz warn-ugent eus Jeroboam roue Israel, e teuas Azaria mab Amazia da roue war Juda. 2 C'hwezek vloaz e oa pa zeuas da roue, hag e renas daou vloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jekolia eus Jeruzalem. 3 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet Amazia e dad. 4 Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù. 5 Met an AOTROU a skoas war ar roue a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro. Ha Jotam mab ar roue a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro. 6 Diwar-benn nemorant oberoù Azaria ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 7 Azaria a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Ha Jotam e vab a renas en e lec'h. 8 En eizhvet bloaz ha tregont eus Azaria roue Juda, e teuas Zakaria mab Jeroboam da roue war Israel e Samaria, evit c'hwec'h miz. 9 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoù, ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo. 10 Ha Shallum mab Jabez a iriennas a-enep dezhañ, a skoas warnañ dirak ar bobl, hag a lazhas anezhañ. Hag e teuas da roue en e lec'h. 11 Diwar-benn nemorant oberoù Zakaria, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel. 12 Honnezh eo ar gomz en doa disklêriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe. 13 Shallum mab Jabez a zeuas da roue en navet bloaz ha tregont eus Ozia roue Juda, hag e renas ur miz e Samaria. 14 Ha Menahem mab Gadi a bignas eus Tirza, a yeas e Samaria, a skoas war Shallum mab Jabez e Samaria, hag a lazhas anezhañ. Hag e teuas da roue en e lec'h. 15 Diwar-benn nemorant oberoù Shallum hag an irienn a reas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel. 16 Neuze Menahem a skoas war Difsak ha war an holl re a oa gantañ, ha war e vro adalek Tirza. Dre ma n'he doa ket digoret he dorioù dezhañ, e skoas warni. Ha faoutañ a reas o c'hofoù d'hec'h holl zougerezed. 17 En navet bloaz eus Azaria roue Juda, e teuas Menahem mab Gadi da roue war Israel, evit dek vloaz e Samaria. 18 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ne zistroas ket, e-pad e holl zeizioù, diouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo. 19 Pul roue Asiria a zeuas a-enep ar vro. Menahem a roas mil talant arc'hant da Bul, evit ma sikourje anezhañ da startaat ar rouantelezh etre e zaouarn. 20 Menahem a dennas an arc'hant-se diwar Israel, digant an holl re a oa galloudek e pinvidigezhioù, evit reiñ da roue Asiria: digant pep hini hanter-kant sikl arc'hant. Evel-se roue Asiria a zistroas, ha ne chomas ket eno er vro. 21 Diwar-benn nemorant oberoù Menahem ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel? 22 Menahem a c'hourvezas gant e dadoù. Ha Pekakia e vab a renas en e lec'h. 23 En hanterkantvet bloaz eus Azaria roue Juda, e teuas Pekakia da roue war Israel e Samaria, evit daou vloaz. 24 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo. 25 Ha Pekak mab Remalia, e ofiser, a iriennas a-enep dezhañ hag a skoas warnañ e Samaria, e palez ti ar roue, gant Argob hag Arie, hag hanter-kant den gantañ a-douez mibien ar C'halaadiz. Evel-se e lazhas anezhañ hag e renas en e lec'h. 26 Diwar-benn nemorant oberoù Pekakia ha kement a reas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel. 27 En eilvet bloaz hag hanter-kant eus Azaria roue Juda, e teuas Pekak mab Remalia da roue war Israel e Samaria, evit ugent vloaz. 28 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo. 29 En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria. 30 Hag Ozea mab Ela a iriennas a-enep Pekak mab Remalia, a skoas warnañ, hag en lazhas. Dont a reas da roue en e lec'h en ugentvet bloaz eus Jotam mab Ozia. 31 Diwar-benn nemorant oberoù Pekak ha kement a reas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel. 32 En eilvet bloaz eus Pekak mab Remalia roue Israel, e teuas da roue Jotam mab Ozia roue Juda. 33 Pemp bloaz warn-ugent e oa pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jerusha merc'h Zadok. 34 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet Ozia e dad. 35 Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù. Eñ eo an hini a savas an nor Uhelañ e ti an AOTROU. 36 Diwar-benn nemorant oberoù Jotam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 37 En deizioù-se e krogas an AOTROU da gas a-enep Juda Rezin roue Siria ha Pekak mab Remalia. 38 Jotam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Akaz e vab a renas en e lec'h. |