Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14

1 En eilvet bloaz eus Joaz mab Joakaz roue Israel, e teuas da roue Amazia mab Joaz roue Juda.

2 Pemp bloaz warn-ugent en doa pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Joaddan eus Jeruzalem.

3 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.

4 Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù.

5 Pa voe startaet ar rouantelezh etre e zaouarn, e lakaas d'ar marv e servijerien o doa lazhet ar roue e dad.

6 Met ne lakaas ket d'ar marv mibien ar servijerien, evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez, e-lec'h m'en deus roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mañ: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit o mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoù, met lakaet e vo da vervel pep hini evit e bec'hed.

7 Skeiñ a reas war dek mil den eus Edom e traonienn an Holen, hag e tapas Sela dre vrezel, hag ec'h anvas anezhi Jokteel, an anv he deus miret betek hiziv.

8 Amazia a gasas kannaded da gavout Joaz mab Joakaz, mab Jehu, roue Israel, da lavarout dezhañ: Deus, ma en em welimp a-dal!

9 Ha Joaz roue Israel a gasas da lavarout da Amazia roue Juda: Spernenn al Liban he deus kaset da lavarout da sedrezenn al Liban: Ro da verc'h da wreg da'm mab. Met tremenet eo al loened gouez a zo el Liban, ha mac'het o deus ar spernenn.

10 Skoet ec'h eus kalet war Edom, ha da galon a zo en em c'hwezet. Laouena gant da c'hloar ha chom ez ti. Perak e krogfes gant un embregadenn fall ma kouezhfes drezi, ha Juda ganit?

11 Mez Amazia ne selaouas ket outañ. Ha Joaz roue Israel a bignas, hag en em weljont a-dal, eñ hag Amazia roue Juda, e Bet-Shemesh a zo e Juda.

12 Ha kannet e voe Juda gant Israel, hag e tec'has pep hini d'e deltenn.

13 Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Goude e teuas da Jeruzalem hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.

14 Kemer a reas an holl aour hag an holl arc'hant, hag an holl listri a voe kavet e ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag ivez gouestlidi, hag e tistroas da Samaria.

15 Diwar-benn nemorant oberoù Joaz, ar pezh a reas hag e gurioù, hag ar brezel a reas a-enep Amazia roue Juda, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?

16 Joaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Samaria gant rouaned Israel. Ha Jeroboam e vab a renas en e lec'h.

17 Amazia mab Joaz, roue Juda, a vevas pemzek vloaz goude marv Joaz mab Joakaz, roue Israel.

18 Diwar-benn nemorant oberoù Amazia, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr rouaned Juda?

19 Un irienn a rejont a-enep dezhañ e Jeruzalem, hag e tec'has da Lakish. Met e kasjont war e lerc'h da Lakish, hag en lazhjont eno.

20 Hag e voe douget war gezeg, hag e voe sebeliet e Jeruzalem gant e dadoù, e kêr David.

21 Neuze holl bobl Juda a gemeras Azaria, a oa oadet a c'hwezek vloaz, hag en lakajont da roue e-lec'h Amazia e dad.

22 Sevel a reas Elad, hag e tegasas anezhi da Juda, goude ma voe gourvezet ar roue gant e dadoù.

23 Er pempzekvet bloaz eus Amazia mab Joaz roue Juda, e teuas Jeroboam mab Joaz da roue war Israel e Samaria, evit ur bloaz ha daou-ugent.

24 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.

25 Adlakaat a reas harzoù Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,

26 rak an AOTROU a welas e oa c'hwerv-kenañ glac'har Israel, ha ne vane den ken eus ar re a oa hualet nag eus ar re a oa frank, ha ne oa dieuber ebet evit Israel.

27 Hogen an AOTROU n'en doa ket divizet diverkañ anv Israel a-zindan an neñvoù, hag evel-se e tieubas anezho dre zaouarn Jeroboam mab Joaz.

28 Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, ar pezh a reas hag e gurioù er brezel evit adc'hounit Damask hag Hamad, hag a oa da Juda, evit Israel; kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?

29 Jeroboam a c'hourvezas gant e dadoù, gant rouaned Israel. Ha Zakaria e vab a renas en e lec'h.

Lean sinn:



Sanasan