Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13

1 En trede bloaz warn-ugent eus Joaz mab Akazia roue Juda, e teuas Joakaz mab Jehu da roue war Israel e Samaria. Ren a reas seitek vloaz.

2 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas war-lerc'h pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.

3 Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.

4 Met Joakaz a aspedas an AOTROU, hag an AOTROU a selaouas outañ, rak gwelout a reas ar gwaskerezh war Israel, dre ma waske anezho roue Siria.

5 An AOTROU a roas eta un dieuber da Israel, hag en em dennjont eus mestroniezh ar Siriz. Ha mibien Israel a chomas en o zeltennoù evel diagent.

6 Koulskoude ne zistrojont ket diouzh pec'hedoù ti Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, hag e kerzhjont enno, hag e chomas zoken an Ashera e Samaria,

7 petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.

8 Diwar-benn nemorant oberoù Joakaz, kement a reas hag e gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?

9 Joakaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Samaria. Ha Joaz e vab a renas en e lec'h.

10 Er seizhvet bloaz ha tregont eus Joaz roue Juda, e teuas Joaz mab Joakaz da roue war Israel e Samaria. Ren a reas c'hwezek vloaz.

11 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, enno e kerzhas.

12 Diwar-benn nemorant oberoù Joaz, kement a reas hag e gurioù, hag ar brezel a reas a-enep Amazia roue Juda, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?

13 Joaz a c'hourvezas gant e dadoù, ha Jeroboam a azezas war e dron. Joaz a voe sebeliet e Samaria, gant rouaned Israel.

14 Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!

15 Elizea a lavaras dezhañ: Kemer ur wareg ha biroù. Hag e kemeras ur wareg ha biroù.

16 Hag e lavaras da roue Israel: Stegn ar wareg gant da zorn. Hag he stegnas, hag Elizea a lakaas e zaouarn war zaouarn ar roue,

17 hag a lavaras: Digor ar prenestr etrezek ar sav-heol. Hag e tigoras anezhañ. Hag Elizea a lavaras dezhañ: Tenn. Hag e tennas. Hag Elizea a lavaras: Ur bir a zieubidigezh a-berzh an AOTROU eo, ur bir a zieubidigezh a-enep ar Siriz. Skeiñ a ri war ar Siriz en Afek, betek o distrujañ.

18 Hag e lavaras: Kemer ar biroù. Hag o c'hemeras. Hag e lavaras da roue Israel: Sko war an douar. Hag e skoas teir gwech, hag e paouezas.

19 Ha den Doue a gounnaras a-enep dezhañ hag a lavaras: Ret e oa dit skeiñ pemp pe c'hwec'h gwech, ha neuze ez pije skoet war ar Siriz betek o distrujañ. Bremañ e skoi war ar Siriz teir gwech.

20 Hag Elizea a varvas hag e voe sebeliet. Er bloaz war-lerc'h, bagadoù Moab a zeuas er vro.

21 Ha setu, tud o touarañ un den, a welas ur bagad hag a daolas an den e bez Elizea. Hag an den-mañ a yeas da stekiñ ouzh eskern Elizea, hag ec'h advevas hag e savas war e dreid.

22 Hazael roue Siria en doa gwasket Israel e-pad holl vuhez Joakaz.

23 Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.

24 Hazael roue Siria a varvas, ha Ben-Hadad e vab a renas en e lec'h.

25 Joaz mab Joakaz a adkemeras eus daouarn Ben-Hadad mab Hazael ar c'hêrioù en doa hemañ kemeret eus daouarn Joakaz e dad, e-pad ar brezel. Joaz a gannas anezhañ teir gwech, hag ec'h adkemeras kêrioù Israel.

Lean sinn:



Sanasan