2 Rouned 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 1 Er seizhvet bloaz eus Jehu, e teuas Joaz da roue, hag e renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zibia eus Beer-Sheba. 2 Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada, a gelenne anezhañ. 3 Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù. 4 Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU, 5 ra gemero an aberzhourien anezhañ, pep hini digant a re a anavez, evit dresañ toulloù-freuz an ti, e pep lec'h ma vo kavet toulloù-freuz. 6 Met e c'hoarvezout a reas d'an trede bloaz warn-ugent eus ar roue Joaz, ma n'o doa ket dreset an aberzhourien toulloù-freuz an ti. 7 Neuze ar roue Joaz a c'halvas an aberzhour Jehojada hag an aberzhourien all, hag a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket dreset toulloù-freuz an ti? Bremañ eta ne gemerot ken arc'hant digant ar re a anavezit, met e roiot anezhañ evit toulloù-freuz an ti. 8 An aberzhourien a asantas tremen hep kemer arc'hant ar bobl, ha chom hep bezañ karget da dresañ toulloù-freuz an ti. 9 An aberzhour Jehojada a gemeras ur c'hef hag a reas un toull er golo, hag e lakaas anezhañ e-kichen an aoter, en tu dehou pa'z aed e-barzh ti an AOTROU. An aberzhourien a ziwalle an treuzoù a lakae ennañ an holl arc'hant a veze degaset e ti an AOTROU. 10 Pa welent e oa kalz a arc'hant er c'hef, skrib ar roue a bigne gant an aberzhour-meur, hag e tastument hag e niverent an arc'hant en em gave e ti an AOTROU. 11 Hag e lakaent an arc'hant-se, niveret mat, etre daouarn ar re a oa karget eus al labour, ar re a c'hourselle ti an AOTROU. Hag e paeent ar gilvizien hag ar saverien a laboure e ti an AOTROU, 12 ar vañsonerien hag ar venerien, ar prenadennoù koad ha mein-ben evit dresañ toulloù-freuz ti an AOTROU, ha kement dispign evit dresañ an ti. 13 Eus an arc'hant-se a veze degaset da di an AOTROU, ne voe ket graet kirinoù arc'hant evit ti an AOTROU, na mougerigoù, na hanafoù, na trompilhoù, na listri en aour, na listri en arc'hant, 14 met roet e oa d'ar re a oa karget eus al labour, d'ar re a zrese ti an AOTROU. 15 Ne veze ket graet kont d'ar re a zegemere an arc'hant-se etre o daouarn evit e lodennañ d'ar vicherourien, rak gant reizhder e labourent. 16 Arc'hant an aberzhoù a gablusted hag arc'hant an aberzhoù-dic'haouiñ ne veze ket degaset da di an AOTROU, rak evit an aberzhourien e oa. 17 Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem. 18 Joaz roue Juda a gemeras an holl draoù santelaet, ar pezh en doa santelaet Jozafad, Joram hag Akazia, e dadoù rouaned Juda, hag an traoù en doa santelaet e-unan, an holl aour en em gave e teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag e kasas anezho da Hazael roue Siria, en em dennas eus Jeruzalem. 19 Diwar-benn nemorant oberoù Joaz ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 20 E servijerien, o vezañ en em savet, a rejont un irienn hag a skojont war Joaz e ti Milho, e traonienn Silla. 21 Jozakar mab Shimead ha Jozabad mab Shomer, e servijerien, a skoas warnañ, hag e varvas. Hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Amazia e vab a renas en e lec'h. |