2 Rouned 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel. 2 Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv. 3 Kuzhet e voe ganti e-pad c'hwec'h vloaz e ti an AOTROU, e-keit ha ma rene Atalia war ar vro. 4 D'ar seizhvet bloaz, Jehojada a gasas da gerc'hat ar pennoù a gantoù, an ofiserien hag ar rederien, hag o lakaas da zont d'e gavout e ti an AOTROU. Hag e reas emglev ganto, hag e reas dezho touiñ le e ti an AOTROU, hag e tiskouezas dezho mab ar roue. 5 Neuze e roas dezho ar gourc'hemenn-mañ o lavarout: Setu ar pezh a reot: E-touez ac'hanoc'h hag a zeu e-barzh d'an deiz sabad, un drederenn a ziwallo ti ar roue, 6 un drederenn en em zalc'ho ouzh dor Sur, hag un drederenn ouzh an nor a zo a-dreñv d'ar rederien. Evel-se e tiwallot an ti evit ned aio den ennañ. 7 Hag an div gevrenn ac'hanoc'h hag a ya er-maez d'an deiz sabad, a ziwallo ti an AOTROU e-kichen ar roue. 8 Hag e viot en-dro d'ar roue a bep tu, o terc'hel pep hini ac’hanoc’h e armoù en e zaouarn, ha piv bennak a yelo er renkoù a vo lakaet d'ar marv. C'hwi a vo e-kichen ar roue pa'z aio ha pa zeuio. 9 Ar pennoù a gantoù a reas eta kement en doa gourc'hemennet an aberzhour Jehojada. Kemer a rejont pep hini o zud, kenkoulz ar re a yae e-barzh d'an deiz sabad, hag ar re a yae er-maez d'an deiz sabad; hag e teujont da gavout an aberzhour Jehojada. 10 An aberzhour a roas d'ar pennoù a gantoù goafioù ha skoedoù a oa bet d'ar roue David hag a oa e ti Doue. 11 Ar rederien en em renkas tost ouzh ar roue, tro-dro, pep hini o terc'hel e armoù en e zaouarn, adalek tu dehou an templ betek tu kleiz an templ, a-hed an aoter hag an templ. 12 Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue! 13 Atalia a glevas trouz ar rederien hag ar bobl, hag e teuas da gavout ar bobl e ti an AOTROU. 14 Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen ar golonenn, hervez ar c'hiz, hag ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue. Holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, hag e soned gant an trompilhoù. Neuze Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad! 15 An aberzhour Jehojada a roas urzhioù d'ar pennoù a gantoù a rene an arme, hag e lavaras dezho: Kasit anezhi er-maez eus ar renkoù, ha ra vo lakaet d'ar marv dre ar c'hleze an hini a yelo war he lerc'h! Met an aberzhour en doa lavaret: Ne lakait ket anezhi d'ar marv e ti an AOTROU. 16 Lakaat a rejont o dorn warni, hag e tistroas dre hent donedigezh ar C'hezeg da di ar roue, hag e voe lazhet eno. 17 Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl. 18 Holl bobl ar vro a yeas da di Baal, hag e tiskarjont anezhañ, e torrjont a-grenn e aoterioù hag e skeudennoù, e lazhjont dirak an aoterioù Matan aberzhour Baal. An aberzhour a lakaas gwarded e ti an AOTROU. 19 Kemer a reas ar pennoù a gantoù, an ofiserien hag ar rederien, hag holl bobl ar vro, hag e rejont diskenn ar roue eus ti an AOTROU, hag ez ejont dre hent dor ar rederien e ti ar roue, hag ec'h azezas Joaz war dron ar rouaned. 20 Holl bobl ar vro a laouenaas, ha kêr a voe e peoc'h, goude ma voe lakaet d'ar marv Atalia dre ar c'hleze e ti ar roue. 21 Seizh vloaz e oa Joaz pa zeuas da roue. |