Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 Akab en doa dek mab ha tri-ugent e Samaria. Jehu a skrivas lizhiri, hag o c'hasas da Samaria da bennoù Jizreel, d'an henaourien, da c'houarnerien mibien Akab, da lavarout dezho:

2 Bremañ, adalek m'en em gavo al lizher-mañ ganeoc'h, c'hwi hag hoc'h eus mibien ho mestr ganeoc'h, kirri, kezeg, kreñvlec'h hag armoù,

3 gwelit piv, a-douez mibien ho mestr, a zo an hini gwellañ hag a zere deoc'h ar muiañ, lakait anezhañ war dron e dad, ha stourmit evit ti ho mestr.

4 Neuze o doe un aon vras-meurbet, hag e lavarjont: Setu, daou roue n'o deus ket gellet derc'hel dirazañ; penaos e talc'hfemp-ni?

5 Penn an ti, penn ar gêr, an henaourien, ha gouarnerien ar vibien a gasas da lavarout da Jehu: Ni a zo da servijerien, hag e raimp kement a lavari deomp. Ne lakaimp den da roue. Gra ar pezh a gavi mat.

6 Skrivañ a reas dezho un eil lizher da lavarout: Mard oc'h evidon, mar sentit ouzh va mouezh, kemerit pennoù mibien ho mestr ha deuit da'm c'havout warc'hoazh d'an eur-mañ, da Jizreel. Mibien ar roue, dek ha tri-ugent anezho, a oa e ti ar re vras a save anezho.

7 Kerkent ha ma oa al lizher deuet dezho, e kemerjont mibien ar roue, hag e lazhjont an dek ha tri-ugent den-se. O vezañ lakaet o fennoù e paneroù, e kasjont anezho dezhañ da Jizreel.

8 Ur c'hannad a zeuas d'en disklêriañ dezhañ o lavarout: Degaset o deus pennoù mibien ar roue. Jehu a lavaras: O lakait e daou vern e-tal dor kêr, betek ar mintin.

9 Da vintin ez eas er-maez, hag en em zalc'has dirak ar bobl en ur lavarout: Reizh oc'h! Setu em eus en em savet a-enep va mestr hag em eus e lazhet. Met piv en deus lazhet ar re-mañ?

10 Gouezit bremañ na gouezho netra d'an douar eus komz an AOTROU, an hini en deus disklêriet an AOTROU a-enep ti Akab. An AOTROU en deus graet ar pezh en doa lavaret dre e servijer Elia.

11 Jehu a lakaas ivez d'ar marv an holl re a vane eus ti Akab e Jizreel, an holl re vras, e vignoned hag e ofiserien, betek na vanas den a nemorant.

12 Goude e savas hag ez eas kuit etrezek hent Samaria. Evel ma oa en un ti mêsaerien war an hent,

13 Jehu a gavas breudeur Akazia roue Juda, hag e lavaras dezho: Piv ez oc'h? Int a respontas: Breudeur Akazia ez omp, hag e tiskennomp da saludiñ mibien ar roue ha mibien ar rouanez.

14 Hag e lavaras: Krogit enno bev! Evel-se e voent kroget enno bev, hag e voent lazhet, daou zen ha daou-ugent e oant, e-kichen puñs an ti mêsaerien, ha ne vanas den a nemorant.

15 Hag ez eas ac'hane, hag e kavas Jonadab mab Rekab, a zeue en arbenn dezhañ. E saludiñ a reas, hag e lavaras: Hag eo da galon eeun em c'heñver, evel m'eo va c'halon ez keñver? Jonadab a respontas: Bez' eo! Mard eo, eme Jehu, ro din da zorn. Jonadab a roas e zorn dezhañ, ha Jehu a lakaas anezhañ da bignat er c'harr,

16 hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.

17 O vezañ erruet e Samaria, e skoas war gement a vane eus Akab e Samaria, betek o distrujañ holl, hervez ar pezh en doa lavaret an AOTROU da Elia.

18 Goude Jehu a zastumas an holl bobl, hag a lavaras dezho: Akab en deus servijet Baal nebeut, met Jehu en servijo kalz.

19 Bremañ galvit da'm c'havout holl brofeded Baal, e holl servijerien hag e holl aberzhourien. Ra ne vanko unan, rak un aberzh bras am eus da ginnig da Vaal. Piv bennak a vanko ne vevo ket. Jehu a rae kement-se dre widre, evit lakaat d'ar marv ar re a servije Baal.

20 Jehu a lavaras: Embannit ur gouel evit Baal. Hag e voe embannet.

21 Jehu a gasas dre holl Israel. Holl servijerien Baal a zeuas, ha ne vanas den na vije ket deuet. Mont a rejont e ti Baal, ha ti Baal a voe leun eus ur penn d'egile.

22 Neuze e lavaras d'an hini en doa karg ar gwisklec'h: Degas dilhad evit holl servijerien Baal. Hag e tegasas dilhad evito.

23 Ha Jehu a yeas gant Jonadab mab Rekab e ti Baal, hag e lavaras da servijerien Baal: Klaskit ha sellit, evit na vo amañ servijer an AOTROU ebet, met servijerien Baal hepken.

24 Mont a rejont eta evit kinnig aberzhoù ha loskaberzhoù. Jehu en doa lakaet er-maez pevar-ugent den, hag en doa lavaret dezho: An hini a lezo tec'hout unan eus an dud-se a lakaan etre ho taouarn, a baeo gant e vuhez buhez egile.

25 Pa voe echuet da ginnig al loskaberzh, Jehu a lavaras d'ar warded ha d'an ofiserien: Kit-tre ha skoit! Ra ned aio den er-maez! Lazhañ a rejont eta anezho gant barvenn ar c'hleze. Hag ar warded hag an ofiserien o zaolas eno, hag ez ejont betek kêr ti Baal.

26 Tennañ a rejont er-maez eus ti Baal ar peulioù, hag e tevjont anezho.

27 Hag e tiskarjont peul Baal, hag e tiskarjont ivez ti Baal, a zeuas da vezañ ur c'han-skarzhañ betek hiziv.

28 Evel-se Jehu a zistrujas Baal eus Israel.

29 Koulskoude Jehu ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo: al leueoù aour e Betel hag e Dan.

30 An AOTROU a lavaras da Jehu: Dre ma ec'h eus graet ar pezh a zo reizh dirazon, ha ma ec'h eus graet da di Akab kement am boa em c'halon, da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm.

31 Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.

32 En amzer-se an AOTROU a grogas da zidammañ Israel, rak Hazael a skoas war an Israeliz war o holl harzoù,

33 adalek ar Jourdan betek ar sav-heol, holl vro Galaad, ar C'hadiz, ar Rubeniz, ar Vanasiz, hag adalek Aroer war froud Arnon betek Galaad ha Basan.

34 Diwar-benn nemorant oberoù Jehu, kement a reas hag e holl gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?

35 Jehu a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Samaria. Ha Joakaz e vab a renas en e lec'h.

36 An amzer ma renas Jehu war Israel e Samaria a voe eizh vloaz warn-ugent.

Lean sinn:



Sanasan