Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Goude marv Akab, Moab en em savas a-enep Israel.

2 Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.

3 Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?

4 En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi. Hag Elia a yeas kuit.

5 Ar gannaded a zistroas da gavout Akazia, a lavaras dezho: Perak e tistroit?

6 Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.

7 Hag e lavaras dezho: Penaos e oa an den-se, a zo pignet en arbenn deoc'h hag en deus lavaret deoc'h ar c'homzoù-se?

8 Hag e respontjont dezhañ: Un den gwisket gant blev, hag en deus ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. Hag e lavaras: Elia an Tishbiad eo.

9 Neuze e kasas etrezek ennañ un ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den, a bignas d'e gavout. Ha setu, en em zalc'he war lein ar menez. An ofiser a lavaras dezhañ: Den Doue, ar roue en deus lavaret: Diskenn!

10 Elia a respontas o lavarout da ofiser an hanterkantad: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Hag an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.

11 Akazia a gasas un ofiser a hanterkantad all gant e hanter-kant den, a gomzas outañ o lavarout: Den Doue, evel-henn en deus lavaret ar roue: Hast buan diskenn!

12 Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.

13 Akazia a gasas un trede ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den. An trede ofiser-mañ a hanterkantad a bignas hag a zeuas, hag en ur blegañ war e zaoulin dirak Elia, e pedas anezhañ o lavarout: Den Doue, da bediñ a ran, ra vo prizius ouzh da zaoulagad va buhez ha buhez an hanter-kant den-mañ, da servijerien!

14 Setu, an tan a zo diskennet eus an neñvoù hag en deus lonket an daou ofiser kentañ a hanterkantad gant o hanter-kant den, met bremañ, ra vo prizius va buhez ouzh da zaoulagad.

15 Ael an AOTROU a lavaras da Elia: Diskenn gantañ, na'z pez ket aon dirazañ. Sevel a reas eta, hag e tiskennas gantañ da gavout ar roue.

16 Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.

17 Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.

18 Diwar-benn nemorant oberoù Akazia ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?

Lean sinn:



Sanasan