2 Korintiz 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 Hor chomlec’h neñvel 1 Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den. 2 Huanadiñ a reomp eno, o c’hoantaat gant bervder gwiskañ hor chomlec’h neñvel, 3 mar d-omp da vihanañ kavet gwisket ha nann en noazh. 4 E-pad ma’z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec’h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez. 5 Hag an hini en deus hor c’hrouet evit kement-se eo Doue, hag en deus roet deomp ivez arrez ar Spered. 6 Bez’ omp eta bepred leun a fiziañs hag gouzout a reomp penaos e-keit ha ma chomomp er c’horf-mañ emaomp pell diouzh an Aotrou, 7 rak kerzhout a reomp dre ar feiz ha nann dre ar gweled. 8 Bez’ omp leun a fiziañs, hag e karomp gwelloc’h kuitaat ar c’horf-mañ ha chom e-kichen an Aotrou. 9 Dre-se ivez e klaskomp bezañ kavet plijus gantañ, pe e chomfemp ennañ pe ez afemp er-maez anezhañ. 10 Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf. Ministrerezh an adunvanidigezh 11 Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù. 12 N’en em erbedomp ket a-nevez dirazoc’h, met reiñ a reomp deoc’h lec’h da gavout gloar abalamour deomp, evit ma c’hellot respont d’ar re en em ro gloar en diavaez ha nann er galon. 13 Rak mar d-omp diskiant ez eo evit Doue, mar d-omp a skiant vat ez eo evidoc’h. 14 Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv. 15 Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito. 16 Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se. 17 Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez. 18 An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh, 19 rak Doue a oa e Krist, oc’h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh. 20 Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc’h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue! 21 Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ. |