Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Korintiz 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an holl sent a zo en Akaia a-bezh:

2 Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Doue a frealz ac’hanomp

3 Benniget ra vo Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad an trugarezioù hag an Doue a bep frealz,

4 hor frealziñ a ra en hon holl c’hlac’haroù, evit ma c’hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac’har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue.

5 Rak evel ma fonn poanioù Krist ennomp, evel-se hor frealz a fonn dre Grist.

6 Pa’z omp glac’haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c’houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c’houzañvomp ni ivez. Pa’z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh.

7 Hag an esperañs hon eus en ho keñver a zo start, oc’h anavezout penaos pa hoc’h eus lod er poanioù, ho po ivez lod er frealz.

8 Rak, breudeur, ne fell ket deomp n’oufec’h ket diwar-benn ar glac’har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec’hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m’hon doa zoken kollet an esper da zerc’hel hor buhez.

9 Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d’ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziañs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv.

10 Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.

11 Sikouret omp ivez ganeoc’h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c’hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.


Paol a gemm e raktres

12 Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.

13 Rak ne skrivomp deoc’h netra all nemet ar pezh a lennit hag ivez a anzavit. Esperout a ran en anzavot betek an diwezh,

14 evel ma hoc’h eus ivez anzavet un tamm ez omp ho kloar, hag evel ma viot ivez hon hini e deiz an Aotrou Jezuz.

15 Er fiziañs-se eo e c’hoantaen da gentañ mont d’ho kavout evit m’ho pije un eil gras,

16 neuze tremen eus ho pro e Makedonia, ha goude eus Makedonia distreiñ d’ho kavout, ha bezañ ambrouget ganeoc’h e Judea.

17 Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez’ eo hervez ar c’hig en hevelep doare ma vez ennon ar “ya, ya” hag an “nann, nann”?

18 Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc’h eus resevet diganeomp n’eo ket bet “ya” ha “nann”.

19 Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n’eo ket bet “ya” ha “nann”, met bet eo “ya” ennañ.

20 Holl bromesaoù Doue a zo “ya” ennañ hag “Amen” ennañ, evit gloar Doue drezomp.

21 An hini en deus hon nerzhet ganeoc’h e Krist hag en deus hon olevet eo Doue,

22 en deus hor siellet hag en deus roet deomp en hor c’halonoù arrez ar Spered.

23 Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’on ket aet c’hoazh da Gorint,

24 n’eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d’ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.

Lean sinn:



Sanasan