2 Danevelloù 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 1 Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon, a zeuas da Jeruzalem da amprouiñ Salomon dre luziadelloù. Un heuliad bras he doa, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon. 2 Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloù, ha ne voe netra na intentas ket Salomon ha na zisplegas ket dezhi. 3 Rouanez Seba, o welout furnez Salomon, an ti en doa savet, 4 meuzioù e daol, annezlec'hioù e servijerien, urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien hag o gwiskamant, ar grec'henn a gase da di an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan. 5 Hag e lavaras d'ar roue: Gwir eo ar pezh am eus klevet em bro diwar-benn da stad ha da furnez. 6 Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter eus da furnez vras. Tremen a rez kement am boa klevet eus da vrud. 7 Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez! 8 Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war e dron evel roue evit an AOTROU da Zoue! Dre ma kar da Zoue Israel, evit e lakaat da badout da viken, eo en deus da lakaet warno evel roue, evit ober eeunder ha reizhder. 9 Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne voe ken a louzoù-frondus evel ar re a roas rouanez Seba d'ar roue Salomon. 10 Servijerien Huram ha servijerien Salomon, ar re o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez koad santal ha mein prizius. 11 Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue skalieroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ne oa ket bet gwelet diagent reoù heñvel e bro Juda. 12 Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, muioc'h eget n'he doa degaset d'ar roue, hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien. 13 Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant aour; 14 hag ouzhpenn-se e oa ar pezh a zegase ar werzherien hag ar varc'hadourien. Holl rouaned Arabia, ha gouarnourien ar broioù-se a zegase aour hag arc'hant da Salomon. 15 Ar roue Salomon a reas daou-c'hant skoed aour morzholiet, o lakaat da-se c'hwec'h kant sikl aour evit pep skoed, 16 ha tri c'hant skoed bihanoc'h en aour morzholiet, o lakaat tri c'hant sikl aour evit pep skoed. Ar roue a lakaas anezho e ti koad al Liban. 17 Ar roue a reas ivez un tron olifant bras, a c'holoas gant aour glan. 18 An tron en doa c'hwec'h derez, ur skabell aour staget ouzh an tron, brenkoù a bep tu d'ar gador, ha daou leon en em zalc'he e-kichen ar brenkoù. 19 Bez' e oa ivez eno daouzek leon war ar c'hwec'h derez, a bep tu. Netra heñvel ne oa bet graet e rouantelezh ebet. 20 Holl hanafoù ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne veze graet van ebet anezhañ en deizioù Salomon. 21 Rak batimantoù ar roue a yae da Darsiz gant servijerien Huram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro batimantoù Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned. 22 Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez. 23 Holl rouaned an douar a glaske dremm Salomon, evit klevout ar furnez en doa lakaet Doue en e galon. 24 Pep hini anezho a zegase e brof, listri arc'hant, listri aour, dilhad, armoù, louzoù-frondus, kezeg, muled, bloaz dre vloaz. 25 Salomon en doa pevar mil kraou-kezeg, kirri, ha daouzek mil marc'heger, a lakaas er c'hêrioù ma veze dalc'het e girri hag e-kichen ar roue e Jeruzalem. 26 Hag e rene war an holl rouaned adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. 27 Hag ar roue a reas d'an arc'hant bezañ e Jeruzalem evel ar vein, ha d'ar sedrez ken niverus hag ar sikamor a zo er blaenenn. 28 Tennet e voe kezeg evit Salomon, eus Ejipt hag eus an holl vroioù. 29 Diwar-benn nemorant oberoù Salomon, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr Natan ar profed, hag e profediezh Akija eus Silo, hag e gweledigezh Jeedo ar gwelour, diwar-benn Jeroboam mab Nebad? 30 Salomon a renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem war holl Israel. 31 Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h. |