Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8

1 Hag e c'hoarvezas, a-benn ugent vloaz, ma voe savet gant Salomon ti an AOTROU hag e di,

2 hag ivez ar c'hêrioù en doa roet Huram dezhañ. Ha Salomon a lakaas mibien Israel da chom enno.

3 Salomon a gerzhas a-enep Hamad eus Zoba, hag e tapas anezhi.

4 Sevel a reas Tadmor er gouelec'h, hag e savas an holl gêrioù a servije da diez-dastum e bro Hamad.

5 Sevel a reas Bet-Horon-Uhelañ ha Bet-Horon-Izelañ, kêrioù kreñv gant mogerioù, dorojoù ha prennoù,

6 ha Baalad, hag an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.

7 Hag an holl bobl a vane eus an Hitited, eus an Amoreaned, eus ar Ferezianed, eus an Havianed hag eus ar Jebuziz, ar re ne oant ket eus Israel,

8 o diskennidi a oa chomet war o lerc'h er vro, ha ne oant ket bet distrujet gant mibien Israel, Salomon a sujas anezho da anerioù betek hiziv.

9 Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel da vezañ evel sklav d'e labourioù, met ar re-mañ a oa tud a vrezel, pennoù eus e ofiserien, ha pennoù eus e girri hag e varc'hegerien.

10 Ar pennoù lakaet gant ar roue Salomon da eveshaat ar bobl a oa daou c'hant hanter-kant.

11 Salomon a lakaas da bignat merc'h Faraon eus kêr David d'an ti en doa savet eviti, rak lavarout a reas: Va gwreg ne vo ket o chom e ti David roue Israel, rak al lec'hioù ma'z eo aet ennañ arc'h an AOTROU a zo santel.

12 Neuze Salomon a ginnigas loskaberzhoù d'an AOTROU, war aoter an AOTROU en doa savet dirak ar porched.

13 Hag e kinnige bemdez ar pezh a oa bet gourc'hemennet gant Moizez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù meur, teir gwech ar bloaz: gouel ar bara hep goell, gouel ar sizhunioù, gouel al logelloù.

14 Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoù an aberzhourien hervez o servijoù, hag al Levited hervez o c'hargoù, evit meuliñ hag evit servijañ dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar borzhierien hervez o c'hevrennoù, ouzh pep dor; rak evel-se en doa gourc'hemennet David, den Doue.

15 Ne bellajont ket diouzh gourc'hemenn ar roue diwar-benn an aberzhourien hag al Levited, evit netra ebet, nag evit an teñzorioù.

16 Evel-se e voe kempennet holl labour Salomon, betek an deiz ma voe diazezet ti an AOTROU, ha betek ma voe echuet. Hag evel-se e voe peurc'hraet ti an AOTROU.

17 Neuze Salomon a yeas da Ezion-Geber ha da Elod, war ribl ar mor, e bro Edom.

18 Huram a gasas dezhañ, dindan ren e servijerien, listri ha servijerien oc'h anavezout ar mor. Mont a rejont gant servijerien Salomon da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c'hant hanter-kant talant aour, a zegasjont d'ar roue Salomon.

Lean sinn:



Sanasan