2 Danevelloù 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 P'en doe echuet Salomon da bediñ, an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a zevas al loskaberzh hag an aberzhoù, ha gloar an AOTROU a leunias an ti. 2 An aberzhourien ne c'hellent ket mont e-barzh ti an AOTROU, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti an AOTROU. 3 Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! 4 Ar roue hag an holl bobl a ginnigas aberzhoù dirak an AOTROU. 5 Hag ar roue Salomon a ginnigas un aberzh a zaou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag an holl bobl a reas dedi ti Doue. 6 An aberzhourien en em zalc'he en o c'harg, kenkoulz hag al Levited gant binvioù an AOTROU en doa graet ar roue David evit meuliñ an AOTROU, pa veule David drezo, o lavarout: Rak e drugarez a bad da viken!. An aberzhourien ivez a sone trompilhoù dirazo, hag holl Israel en em zalc'he en o sav. 7 Salomon a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù, rak an aoter arem graet gant Salomon ne c'helle ket kenderc'hel al loskaberzhoù, an donezonoù hag al lard. 8 Salomon a lidas ar gouel en amzer-se e-pad seizh devezh, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek dor Hamad betek froud an Ejipt. 9 D'an eizhvet deiz e rejont ur vodadeg veur, rak graet o doa dedi an aoter e-pad seizh devezh hag ar gouel e-pad seizh devezh. 10 D'an trede deiz warn-ugent eus ar seizhvet miz, e kasas ar bobl kuit d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid, da Salomon ha da Israel e bobl. 11 Salomon a echuas eta ti an AOTROU ha ti ar roue. Hag e sevenas kement tra en doa bet c'hoant d'ober en e galon e ti an AOTROU hag en e hini. 12 An AOTROU en em ziskouezas da Salomon e-pad an noz hag a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn ha dibabet em eus al lec'h-mañ evit un ti-aberzh. 13 Pa serrin an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, pa c'hourc'hemennin d'ar c'hilheien-raden debriñ ar vro, pa gasin ar vosenn e-touez va fobl, 14 mar en em izela va fobl, a zo galvet va anv warni, mar pedont ha mar klaskont va dremm, mar distroont eus o hentoù fall, me a selaouo anezho eus an neñvoù, hag e pardonin o fec'hedoù, hag e yac'hain o bro. 15 Va zaoulagad a vo atav digor, ha va divskouarn a vo evezhiek ouzh ar bedenn graet el lec'h-mañ. 16 Bremañ em eus dibabet ha santelaet an ti-mañ evit ma vo va anv ennañ da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo ennañ da viken. 17 Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù, 18 e startain tron da rouantelezh, evel ma em eus prometet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad da ren war Israel. 19 Met mar distroit, mar dilezit va reolennoù ha va gourc'hemennoù am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, 20 me a ziframmo ac'hanoc'h eus va bro am eus roet deoc'h, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag e rin dezhañ bezañ ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù. 21 An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ? 22 Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU, Doue o zadoù, en deus lakaet anezho da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno. |