Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Neuze Salomon a lavaras: An AOTROU en deus lavaret e vefe o chom en deñvalijenn.

2 Ha me am eus savet un ti evit da lojeiz, un annezlec'h evit ma vi o chom ennañ da viken!

3 Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.

4 Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:

5 Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus bro Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, ha ne'm eus dibabet den ebet da vezañ rener war va fobl Israel,

6 met bremañ em eus dibabet Jeruzalem evit ma vo va anv enni, ha dibabet em eus David da vezañ war va fobl Israel.

7 Ha David va zad en doa c'hoant da sevel un ti evit anv an AOTROU Doue Israel.

8 Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.

9 Koulskoude ne vo ket te a savo an ti-mañ, met da vab, a zeuio ac'hanout, a vo an hini a savo an ti-mañ da'm anv.

10 An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa disklêriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel, evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mañ da anv an AOTROU Doue Israel.

11 Ha lakaet em eus ennañ an arc'h, e-lec'h m'emañ emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant mibien Israel.

12 Hag en em zalc'has en e sav dirak aoter an AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn.

13 Rak Salomon en doa graet ur savenn en arem, en doa lakaet e-kreiz al leurenn; he hirder a oa pemp ilinad, he ledander pemp ilinad, hec'h uhelder tri ilinad. Hag en em zalc'has warni, hag e taoulinas a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù,

14 hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus Doue ebet eveldout, nag en neñvoù na war an douar, o virout an emglev hag an drugarez e-keñver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon.

15 Dalc'het ec'h eus e-keñver da servijer David va zad d'ar pezh az poa prometet dezhañ. Hag ar pezh ac'h eus lavaret gant da c'henoù, da zorn en deus e sevenet, evel ma weler hiziv.

16 Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout em lezenn evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.

17 Ha bremañ, AOTROU Doue Israel, ra vo peurc'hraet ar gomz ac'h eus disklêriet da Zavid da servijer.

18 Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?

19 Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout.

20 Ra vo da zaoulagad digor, deiz ha noz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret e vefe lakaet da anv e-barzh. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.

21 Selaou goulennoù da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!

22 P'en devo pec'het unan bennak a-enep e nesañ, hag e vo lakaet warnañ ober ul le evit ober dezhañ touiñ, ma teuio d'ober e le dirak da aoter en ti-mañ,

23 selaou-eñ eus an neñvoù, gra ha barn da servijerien, en ur reiñ e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhañ war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiñ dezhañ hervez e reizhder.

24 Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ,

25 selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet dezho ha d'o zadoù.

26 Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,

27 selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da servijerien ha da bobl Israel, en ur gelenn dezho an hent mat, a zo ret dezho kerzhout gantañ, ha kas glav war an douar ac'h eus roet da hêrezh da'z pobl.

28 Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,

29 mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini e c'houli pe e c'hlac'har hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,

30 selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.

31 Evel-se o devo doujañs ouzhit, evit kerzhout war da hentoù e-pad an holl amzer ma vevint war an douar ac'h eus roet d'hon tadoù.

32 Pa zeuio an diavaeziad ivez, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv bras, da'z torn kreñv ha da'z prec'h astennet, pa zeuio da bediñ d'an ti-mañ,

33 selaou anezhañ eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel, ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mañ am eus savet.

34 Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebourien, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont ac'hanout o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,

35 selaou eus an neñvoù o fedenn hag o goulenn, ha gra reizhder dezho.

36 P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro bell pe dost gant ar re o devo o zapet,

37 mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro o harlu, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,

38 mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o harlu ma vint harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,

39 selaou eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho, pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit.

40 Bremañ eta, va Doue, ra vo da zaoulagad digor ha da zivskouarn evezhiek ouzh ar bedenn graet el lec'h-mañ.

41 Bremañ eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.

42 AOTROU Doue, na gas ket da olevad kuit, az pez soñj eus da drugarezioù roet da Zavid da servijer.

Lean sinn:



Sanasan