2 Danevelloù 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Evel-se e voe echuet an holl labour a reas Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, Salomon a zegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti Doue. 2 Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion. 3 Holl dud Israel en em zastumas e-kichen ar roue evit gouel ar seizhvet miz. 4 Holl henaourien Israel a zeuas, hag al Levited a zougas an arc'h. 5 Dougen a rejont an arc'h, teltenn an engalv, hag an holl listri santel a oa en deltenn. An aberzhourien hag al Levited a zougas anezho. 6 Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ. 7 An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined. 8 Rak ar cherubined a astenne o eskell war lec'h an arc'h, hag ar cherubined a c'holoe an arc'h hag he barrennoù, a-zioc'h. 9 Ar barennoù a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoù a-raok an arc'h dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv. 10 Ne oa en arc'h nemet an div daolenn, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus an Ejipt. 11 Ha pa zeuas er-maez an aberzhourien eus al lec'h santel, rak an holl aberzhourien a oa eno o doa en em santelaet hep mirout ar c'hevrennoù, 12 ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù, 13 ha pa voe unanet, evel un den hepken, ar re a sone an trompilhoù gant ar re a gane, o reiñ da glevout o mouezhioù a-unvan evit meuliñ ha trugarekaat an AOTROU, gant son an trompilhoù, ar simbalennoù hag ar binvioù all, hag o veuliñ an AOTROU o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! e c'hoarvezas ma voe leuniet ti an AOTROU gant ur goabrenn. 14 An aberzhourien ne c'hellent ket en em zerc'hel ennañ evit ober ar servij, en abeg d'ar goabrenn, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti Doue. |