Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Ober a reas ivez un aoter arem, en doa ugent ilinad a hirder, ugent ilinad a ledander, ha dek ilinad a uhelder.

2 Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek ilinad eus ur riblenn d'eben. Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhañ e oa ur gordenn a dregont ilinad.

3 Ha dindanañ e oa dremmoù ejened tro-dro, dek dre bep ilinad, o kelc'hiañ ar mor. Bez' e oa div renk ejened, teuzet gantañ en un deuzadenn hepken.

4 Lakaet e oa war zaouzek ejen, tri a oa troet etrezek an hanternoz, tri etrezek ar c'huzh-heol, tri etrezek ar c'hreisteiz, tri etrezek ar sav-heol. Ar mor a oa warno, o holl ziadreoù a oa troet ouzh an diabarzh.

5 E devder en doa ur palvad, e riblenn a oa evel riblenn un hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he tri mil bat.

6 Ober a reas dek kirin, hag e lakaas pemp anezho a-zehou ha pemp a-gleiz, evit gwalc'hiñ. Gwalc'hiñ a raent enno ar pezh a oa evit al loskaberzhoù. Ar mor a oa evit gwalc'hidigezh an aberzhourien.

7 Ober a reas dek kantolor aour, hervez an doare dereat, hag o lakaas en templ, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz.

8 Ober a reas dek taol hag o lakaas en templ, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz. Ober a reas kant hanaf aour.

9 Ober a reas leurenn an aberzhourien, al leurenn vras, hag an dorojoù evit al leurenn-se, hag e c’holoas gant arem an dorojoù-se.

10 Hag e lakaas ar mor en tu dehou, etrezek ar sav-heol, an diaraog ouzh ar c'hreisteiz.

11 Huram a reas ar podoù, ar palioù hag an hanafoù. Hag Huram a echuas da ober al labour a rae evit ar roue Salomon e ti Doue:

12 div golonenn, gant ar bolzennoù hag an togennoù a oa war benn an div golonenn, an div roued evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,

13 pevar c'hant greunadez evit an div roued, div renk greunadez da bep roued, evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,

14 ar sichennoù, hag ar c'hirinoù war ar sichennoù,

15 ur mor, hag an daouzek ejen dindanañ,

16 ar podoù, ar palioù, ar fourchetezioù, hag o holl listri; Huram-Abi a reas anezho d'ar roue Salomon, evit ti an AOTROU, en arem lufret.

17 Ar roue a lakaas da deuziñ anezho e plaenenn ar Jordan, er poull-pri etre Sukkod ha Zereda.

18 Salomon a reas an holl draoù-se en niver bras, ha ne soursied ket ouzh pouez an arem.

19 Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,

20 ar c'hantolorioù, gant o lampoù aour glan, evit enaouiñ dirak ar santual hervez urzh,

21 ar bleuñv, al lampoù, ar gevelioù aour, eus un aour dispar,

22 ar c'hontilli, ar c'hirinoù, an tasoù, an ezañsoueroù, en aour glan. Diwar-benn digor an ti, dorojoù an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, ha dorojoù an ti, da lavarout an templ, a oa en aour.

Lean sinn:



Sanasan