Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 36

1 Pobl ar vro a gemeras Joakaz mab Jozia hag a lakaas anezhañ da roue e lec'h e dad e Jeruzalem.

2 Tri bloaz warn-ugent e oa Joakaz pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem.

3 Ha roue an Ejipt a ziroueas anezhañ e Jeruzalem, hag e kondaonas ar vro da gant talant arc'hant hag un talant aour.

4 Roue an Ejipt a lakaas Eliakim breur Joakaz da roue war Juda ha war Jeruzalem, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Neko a gemeras Joakaz e vreur hag a gasas anezhañ d'an Ejipt.

5 Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.

6 Nebukadnezar roue Babilon a bignas a-enep dezhañ, hag a ereas anezhañ gant ur chadenn arem doubl, evit e gas da Vabilon.

7 Nebukadnezar a gasas ivez gantañ da Vabilon listri eus ti an AOTROU, hag a lakaas anezho en e dempl e Babilon.

8 Diwar-benn nemorant oberoù Jojakim, an euzhusterioù a reas hag ar pezh a oa kavet ennañ, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Israel ha Juda. Ha Jojakin e vab a renas en e lec'h.

9 Eizh vloaz e oa Jojakin pa zeuas da roue, hag e renas tri miz ha dek deiz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.

10 Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.

11 Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem.

12 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, ha n'en em izelaas ket dirak ar profed Jeremiaz, a gomze a-berzh genoù an AOTROU.

13 Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.

14 Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.

15 An AOTROU, Doue o zadoù, en doa kaset kemennoù dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh e bobl hag ouzh e chomlec'h.

16 Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.

17 Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.

18 Nebukadnezar a gasas da Vabilon holl listri ti Doue, ar re vras hag ar re vihan, ha teñzorioù ti an AOTROU, ha teñzorioù ar roue hag e bennoù.

19 Hag e tevjont ti Doue, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem; hec'h holl balezioù a voe devet dre an tan, hag hec'h holl draoù prizius a voe distrujet.

20 Nebukadnezar a zegasas da Vabilon an nemorant lezet gant ar c'hleze; hag e voent sklavourien dezhañ ha d'e vibien, betek aotrouniezh rouantelezh Persia,

21 evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.

22 D'ar bloaz kentañ eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:

23 Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda. Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ha ra bigno!

Lean sinn:



Sanasan