2 Danevelloù 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 35 1 Jozia a reas Pask an AOTROU e Jeruzalem, hag e voe lazhet ar Pask d'ar bevarzekvet deiz eus ar miz kentañ. 2 Lakaat a reas an aberzhourien en o c'hargoù, hag e kennerzhas anezho e servij ti an AOTROU. 3 Lavarout a reas d'al Levited a gelenne holl Israel hag a oa santel evit an AOTROU: Lakait an arc'h santel en ti en deus savet Salomon mab David, roue Israel. N'hoc'h eus ken da zougen anezhi war ho skoaz, bremañ servijit an AOTROU ho Toue, gant e bobl Israel. 4 En em zalc'hit prest, hervez ho tiegezhioù tadel, hervez ho kevrennoù, hervez skrid David roue Israel, hag hervez skrid Salomon e vab. 5 En em zalc'hit er santual, hervez kevrennoù tiegezhioù tadel ho preudeur, mibien ar bobl, hag hervez renkadur tiegezhioù tadel al Levited. 6 Lazhit ar Pask, en em santelait, kempennit anezhañ evit ho preudeur, evit ober hervez ar gomz en deus disklêriet an AOTROU dre Voizez. 7 Jozia a roas da dud ar bobl loened munut, oaned ha menned evit ar Pask, evit an holl re a oa eno, en niver a dregont mil, ha tri mil ejen. Ar re-se a voe kemeret diwar madoù ar roue. 8 Hag e bennoù a roas ur prof a-youl-vat d'ar bobl, d'an aberzhourien ha d'al Levited. Hilkija, Zakaria ha Jehiel, gouarnourien ti Doue, a roas d'an aberzhourien evit ar Pask daou vil c'hwec'h kant oan, ha tri c'hant ejen. 9 Konania, Shemaja ha Netaneel e vreudeur, hag Hashabia ha Jeiel ha Jozabad pennoù al Levited, a roas d'al Levited evit ar Pask pemp mil oan, ha pemp kant ejen. 10 Ar servij o vezañ kempennet, an aberzhourien en em zalc'has en o lec'h hag al Levired en o c'hevrennoù, hervez gourc'hemenn ar roue. 11 Hag e voe lazhet ar Pask, hag an aberzhourien a rae sparfadur ar gwad degemeret digant daouarn al Levited, a zibezhie an aberzhoù. 12 Lakaat a rejont a-du al loskaberzhoù, evit o reiñ da dud ar bobl hervez kevrennoù o ziegezhioù tadel, evit kinnig anezho d'an AOTROU, evel m'eo skrivet e levr Moizez; hag evel-se e rejont ivez evit an ejened. 13 Hag e lakajont ar Pask da rostañ en tan, hervez an urzh, hag e lakajont an traoù santel da boazhañ e kaoterioù, chaodouronoù ha palarennoù, hag e lodennjont a-dizh anezho da holl dud ar bobl. 14 Goude e prientjont ar pezh a oa evito o-unan hag evit an aberzhourien, rak an aberzhourien mibien Aaron a voe dalc'het betek an noz da ginnig al loskaberzhoù hag al lardoù. Setu perak al Levited a brientas evito o-unan hag evit an aberzhourien mibien Aaron. 15 Ar ganerien mibien Azaf en em zalc'he en o lec'h, hervez gourc'hemenn David, Azaf, Heman ha Jedutun gwelour ar roue, hag ar borzhierien a oa ouzh pep dor. N'o doe ket da guitaat o servij, rak o breudeur Levited a briente ar pezh a oa evito. 16 Evel-se holl servij an AOTROU a voe aozet en deiz-se evit ober ar Pask, hag evit kinnig loskaberzhoù war aoter an AOTROU, hervez gourc'hemenn ar roue Jozia. 17 Ober a reas ar Pask en amzer-se Mibien Israel en em gave eno, hag e lidjont gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh. 18 Ne oa ket bet graet ur Pask heñvel ouzh hemañ en Israel abaoe deizioù ar profed Samuel. Hini ebet eus rouaned Israel n'en doa graet ur Pask heñvel ouzh an hini a reas Jozia, gant an aberzhourien, al Levited, holl Juda hag Israel en em gave eno, ha tud Jeruzalem. 19 Ar Pask-se a voe graet d'an triwec'hvet bloaz eus ren Jozia. 20 Goude kement-se, p'en doe dreset Jozia an ti, Neko roue an Ejipt a bignas d'ober brezel da Garkemish, war an Eufratez. Jozia a yeas en arbenn dezhañ. 21 Neko a gasas dezhañ kannaded da lavarout: Petra 'zo etre te ha me, roue Juda? N'eo ket ouzhit em eus droug hiziv, met ouzh un ti a ra brezel din, ha Doue en deus lavaret din hastañ. Paouez eta da stourm ouzh Doue, hag a zo ganin, gant aon na zistrujfe ac'hanout. 22 Met Jozia ne fellas ket dezhañ distreiñ dioutañ, hag en em zic'hizas evit stourm outañ. Ne selaouas ket komzoù Neko, a zeue eus genoù Doue. Dont a reas evit stourm e plaenenn Megiddo. 23 Ar waregerien a dennas war ar roue Jozia, hag ar roue a lavaras d'e servijerien: Kasit-me kuit, rak gwall-c'houliet on. 24 E servijerien a gasas anezhañ kuit eus e garr, a lakaas anezhañ war ur c'harr all en doa, hag a gasas anezhañ da Jeruzalem, hag e varvas. Sebeliet e voe e bezioù e dadoù, hag holl Juda ha Jeruzalem a reas kañv war Jozia. 25 Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù. 26 Diwar-benn nemorant oberoù Jozia, hag e vadelezhioù hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an AOTROU, 27 e oberoù kentañ ha diwezhañ, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Israel ha Juda. |