Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 34

1 Eizh vloaz e oa Jozia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz ha tregont e Jeruzalem.

2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war hent David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.

3 D'an eizhvet bloaz eus e ren, evel ma oa c'hoazh yaouank, en em lakaas da glask Doue David e dad. Ha d'an daouzekvet bloaz e krogas da c'hlanaat Juda ha Jeruzalem eus an uhellec'hioù, eus an Asheraoù, eus ar skeudennoù kizellet hag eus ar skeudennoù teuzet.

4 Distrujet e voe dirazañ aoterioù ar Baaloù, hag eñ a ziskaras ar peulioù-heol a oa warno. Bruzuniñ a reas an Asheraoù, ar skeudennoù kizellet hag ar skeudennoù teuzet, hag o fuzuilhas, hag e stlabezas ar poultr war-c'horre bezioù ar re o doa aberzhet dezho.

5 Deviñ a reas eskern an aberzhourien war o aoterioù, hag e c'hlanaas Juda ha Jeruzalem.

6 Hag e kêrioù Manase, Efraim ha Simeon, betek Neftali, e-kreiz o distruj,

7 e tiskaras an aoterioù hag an Asheraoù, hag e lakaas a-dammoù ar skeudennoù kizellet hag o fuzuilhas, hag e tiskaras an holl beulioù-heol en holl vro Israel. Goude e tistroas da Jeruzalem.

8 D'an triwec'hvet bloaz eus e ren, goude bezañ glanaet ar vro hag an templ, e kasas Shafan mab Azalia, Maaseja gouarnour kêr, ha Joak mab Joakaz an diellour, evit dresañ ti an AOTROU e Zoue.

9 Hag e teujont da gavout Hilkija an aberzhour-meur, hag e rojont dezhañ an arc'hant bet degaset e ti Doue hag a oa bet dastumet gant al Levited diwallerien an treuzoù digant Manase, Efraim, holl nemorant Israel, holl Juda ha Benjamin, ha tud Jeruzalem.

10 Lakaet e voe etre daouarn ar re o doa ar garg eus al labour hag a eveshae ti an AOTROU. Hag int a roas anezhañ d'ar re o doa ar garg eus al labour hag a laboure e ti an AOTROU, evit adaozañ ha dresañ an ti,

11 d'ar gilvizien ha d'ar vañsonerien, evit prenañ mein-ben ha koad, evit treustoù ha frammoù an ti distrujet gant rouaned Juda.

12 An dud-se a labouras gant lealded en o oberenn. Jakad hag Abdia, Levited a-douez mibien Merari, ha Zakaria ha Meshullam, a-douez mibien ar Gehatiz, a evezhie anezho. Al Levited, an holl re a oa ampart war ar binvioù-seniñ,

13 a evezhie ar re a zouge bec'hioù hag ar re a laboure e servijoù a bep seurt; bez' e oa ivez skribed, skoazellerien ha porzhierien a-douez al Levited.

14 Evel ma tenned er-maez an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, an aberzhour Hilkija a gavas levr lezenn an AOTROU roet dre Voizez.

15 Neuze Hilkija a gemeras ar gomz hag a lavaras da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a roas al levr da Shafan.

16 Shafan a zegasas al levr d'ar roue, hag a gomzas d'ar roue o lavarout: Da servijerien o deus graet kement a zo bet roet dezho d'ober.

17 Roet o deus an arc'hant a zo bet kavet e ti an AOTROU, ha lakaet o deus anezhañ etre daouarn ar re a evesha hag etre daouarn ar re a labour.

18 Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennañ dirak ar roue.

19 Hag adal ma klevas ar roue komzoù al lezenn, e rogas e zilhad,

20 hag e roas an urzh-mañ da Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Abdon mab Mika, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:

21 Kit, goulennatait an AOTROU evidon hag evit an nemorant eus Israel hag eus Juda, diwar-benn komzoù al levr a zo bet kavet. Rak bras eo kounnar an AOTROU a zo bet skuilhet warnomp, dre ma n'o deus ket miret hon tadoù komz an AOTROU, evit ober hervez kement a zo skrivet el levr-mañ.

22 Hilkija hag ar re anvet gant ar roue a yeas da gavout Hulda ar brofedez, gwreg Shallum mab Tokad mab Hasra, diwaller an dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi diwar-benn an traoù-se.

23 Respont a reas: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lavarit d'an den en deus ho kaset davedon:

24 Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gas ur gwalleur war al lec'h-mañ ha war e dud, an holl vallozhioù a zo skrivet el levr a zo bet lennet dirak roue Juda.

25 Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a vo skuilhet war al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.

26 Ha diwar-benn roue Juda en deus kaset ac'hanoc'h da c'houlennata an AOTROU, e lavarot dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel diwar-benn ar c'homzoù ach eus klevet:

27 Dre ma'z eo bet tener da galon, ha ma ec'h eus en em izelaet dirak Doue pa ec'h eus klevet e gomzoù a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud, dre ma ec'h eus en em izelaet dirazon, ha ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.

28 Setu ez an da zastum ac'hanout gant da dadoù, hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug ez an da lakaat da vont war al lec'h-mañ ha war e dud. Hag e tegasjont ar gomz-se d'ar roue.

29 Neuze ar roue a gasas da zastum holl henaourien Juda ha Jeruzalem.

30 Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag al Levited, hag holl bobl adalek ar brasañ betek ar bihanañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.

31 Ar roue en em zalc'has war e leurenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se.

32 Hag e lakaas an holl re en em gave e Jeruzalem hag e Benjamin da reiñ o asant. Ha tud Jeruzalem a reas hervez emglev Doue, Doue o zadoù.

33 Jozia a lamas eta an holl euzhusterioù eus an holl vroioù a oa da vibien Israel, hag e reas d'an holl re en em gave en Israel servijañ an AOTROU o Doue. E-pad e holl vuhez, ne zistrojont ket diouzh an AOTROU Doue o zadoù.

Lean sinn:



Sanasan