2 Danevelloù 33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 33 1 Daouzek vloaz e oa Manase pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. 2 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel. 3 Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa dispennet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù d'ar Baaloù, hag e reas Asheraoù, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas. 4 Sevel a reas ivez aoterioù e ti an AOTROU, daoust m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn: Va anv a vo e Jeruzalem da viken. 5 Sevel a reas aoterioù da holl arme an neñvoù war an div leurenn eus ti an AOTROU. 6 Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ. 7 Lakaat a reas ur skeudenn gizellet, un idol en doa graet, e ti Doue, daoust m'en doa lavaret Doue da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel. 8 Ne lakain ken Israel da vont er-maez eus an douar am eus roet d'o zadoù, gant ma taolint hepken evezh d'ober kement am eus gourc'hemennet dezho, hervez an holl lezenn, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù merket gant Moizez. 9 Manase a ziankas Juda ha tud Jeruzalem, betek ober gwashoc'h eget ar broadoù o doa distrujet an AOTROU a-zirak mibien Israel. 10 Hag an AOTROU a gomzas ouzh Manase hag ouzh e bobl, met ne fellas ket dezho klevout. 11 Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon. 12 Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù. 13 Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue. 14 Goude-se e savas ur voger a-ziavaez evit Kêr David, ouzh ar c'huzh-heol, eus ar Gihon, en draonienn, betek dor ar Pesked, tro-dro da Ofel, hag e savas anezhi uhel-tre. Lakaat a reas penngadourien en holl gêrioù kreñv Juda. 15 Lemel a reas eus ti an AOTROU an doueoù diavaeziat hag an idol; hag an holl aoterioù en doa savet war venez ti an AOTROU hag e Jeruzalem a daolas er-maez eus kêr. 16 Hag ec'h adsavas aoter an AOTROU, hag e reas warni aberzhoù a drugarekadennoù hag a veuleudi, hag e lavaras da Juda servijañ an AOTROU Doue Israel. 17 Koulskoude ar bobl a aberzhe c'hoazh war an uhellec'hioù, met hepken d'an AOTROU o Doue. 18 Diwar-benn nemorant oberoù Manase, e bedenn d'e Zoue, ha komzoù ar welourien a gomzas outañ en anv an AOTROU Doue Israel, kement-se a zo skrivet en oberoù rouaned Israel. 19 E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien. 20 Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet en e di. Hag Amon e vab a renas en e lec'h. 21 Daou vloaz warn-ugent e oa Amon pa zeuas da roue, hag e renas daou vloaz e Jeruzalem. 22 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Manase e dad; aberzhiñ a reas d'an holl skeudennoù kizellet graet gant Manase e dad, hag e servijas anezho. 23 N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en doa en em izelaet Manase e dad, rak eñ, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusañ. 24 E servijerien a iriennas a-enep dezhañ, hag a lakaas anezhañ d'ar marv en e di. 25 Ha pobl ar vro a lazhas an holl re o doa iriennet a-enep ar roue Amon, ha pobl ar vro a lakaas da roue e vab Jozia en e lec'h. |