2 Danevelloù 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 32 1 Goude ma voe graet an oberennoù a fealded-se, ec'h erruas Sankerib roue Asiria. Dont a reas e Juda, hag e kampas a-enep ar c'hêrioù kreñv, gant ar mennozh da dapout anezho. 2 Pa welas Ezekiaz e oa deuet Sankerib, hag en doa troet e zremm war-zu Jeruzalem evit ober brezel dezhi, 3 en em guzulias gant e bennoù hag e dud kalonek evit stouvañ doureier ar feunteunioù a oa er-maez eus kêr, hag e sikourjont anezhañ. 4 Ur bobl vras en em zastumas, hag e stouvjont an holl feuteunioù hag ar froud a rede dre greiz ar vro, en ur lavarout: Perak e kavfe roue Asiria doureier e-leizh d'e zonedigezh? 5 Hag en em greñvaas, hag ec'h adsavas ar voger e-lec'h ma oa freuzet hag ec'h uhelaas anezhi betek an tourioù, hag e savas ur voger all en diavaez, hag e kreñvaas Milho e kêr David, hag ec'h aozas goafioù ha skoedoù e-leizh, 6 Lakaat a reas penngadourien war ar bobl, hag e tastumas anezho en e gichen war leurenn dor kêr, hag e komzas d'o c'halon o lavarout: 7 Bezit kreñv ha kalonek! N'ho pet ket aon ha na spontit ket dirak roue Asiria ha dirak ar maread tud a zo gantañ, rak ganeomp-ni ez eus muioc'h eget gantañ. 8 Gantañ emañ brec'h ar c'hig, met ganeomp emañ an AOTROU hon Doue, evit hor sikour hag evit brezeliñ en hor brezel. Hag ar bobl en em fizias war gomzoù Ezekiaz roue Juda. 9 Goude-se, Sankerib roue Asiria, e-pad ma oa dirak Lakish hag e holl nerzhioù gantañ, a gasas e servijerien da Jeruzalem etrezek Ezekiaz roue Juda hag etrezek holl re Juda a oa e Jeruzalem, da lavarout: 10 Evel-henn e komz Sankerib roue Asiria: E petra e lakait ho fiziañs, evit chom e Jeruzalem sezizet? 11 Ezekiaz, ha ne vount ket ac'hanoc'h da vont d'ar marv, dre an naonegezh hag ar sec'hed, pa lavar: An AOTROU hon Doue a zieubo ac'hanomp diouzh dorn roue Asiria? 12 Ha n'eo ket eñ, Ezekiaz, an hini en deus lamet kuit e uhellec'hioù hag e aoterioù, hag en deus roet an urzh-mañ da Juda ha da Jeruzalem o lavarout: Dirak un aoter hepken e stouot, ha warni e lakaiot da vogediñ? 13 Ha n'ouzoc'h ket ar pezh hon eus graet, me ha va zadoù, da holl bobloù ar broioù all? Doueoù broadoù ar broioù-se, ha gallet o deus dieubiñ o broioù diouzh va dorn? 14 Pehini eus holl zoueoù ar broadoù-se, hag a zo bet distrujet a-grenn gant va zadoù, en deus gallet dieubiñ e bobl diouzh va dorn, evit ma c'hellfe ho Toue ho tieubiñ diouzh va dorn? 15 Bremañ eta, ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, ra ne vounto ket ac'hanoc'h evel-se, na gredit ket anezhañ! Rak doue ebet, eus broad ebet nag eus rouantelezh ebet, n'en deus gellet dieubiñ e bobl diouzh va dorn nag eus dorn va zadoù, neuze pegement nebeutoc'h ho Toue a zieubfe ac'hanoc'h diouzh va dorn? 16 E servijerien a gomzas c'hoazh a-enep an AOTROU Doue hag a-enep Ezekiaz e servijer. 17 Skrivañ a reas lizhiri evit dismegañsiñ an AOTROU Doue Israel, o komz evel-henn a-enep dezhañ: Evel ma n'o deus ket gallet doueoù broadoù ar broioù all dieubiñ o fobl diouzh va dorn, evel-se Doue Ezekiaz ne c'hello ket dieubiñ e bobl diouzh va dorn. 18 E servijerien a grie a vouezh uhel e yezh yuzevek da bobl Jeruzalem a oa war ar voger, evit ober aon dezho hag o spontañ, e-sell da dapout kêr. 19 Komz a raent eus Doue Jeruzalem evel eus doueoù broadoù an douar, ha n'int nemet oberoù daouarn an dud. 20 Neuze ar roue Ezekiaz hag ar profed Izaia mab Amoz a bedas diwar kement-se, hag e krijont etrezek an neñvoù. 21 An AOTROU a gasas un ael a lazhas an holl vrezelourien galonek, ar pennoù hag an ofiserien a oa e kamp roue Asiria, en doare ma tistroas mezhek d'e vro. Hag ez eas da di e zoue, hag ar re a oa deuet eus e vouzelloù a lakaas anezhañ da gouezhañ eno dre ar c'hleze. 22 Evel-se an AOTROU a saveteas Ezekiaz ha tud Jeruzalem diouzh dorn Sankerib roue Asiria, ha diouzh dorn an holl, hag e tiwallas anezho a bep tu. 23 Kalz a dud a gasas profoù d'an AOTROU, da Jeruzalem, ha traoù prizius da Ezekiaz roue Juda, en doare ma voe uhelaet dirak daoulagad an holl vroadoù goude-se. 24 En deizioù-se, Ezekiaz a voe klañv d'ar marv, hag e pedas an AOTROU. An AOTROU a gomzas outañ hag a roas dezhañ un arouez. 25 Met Ezekiaz ne voe ket anaoudek eus ar vadelezh en doa resevet, rak e galon a savas. Hag e voe kounnar a-enep dezhañ, hag a-enep Juda ha Jeruzalem. 26 Met Ezekiaz en em izelaas eus uhelder e galon, eñ ha tud Jeruzalem, ha kounnar an AOTROU ne zeuas ket warno e-pad buhez Ezekiaz. 27 Ezekiaz en doe kalz a binvidigezhioù hag a c'hloar, hag e tastumas teñzorioù arc'hant, aour, mein prizius, louzoù frondus, skoedoù, hag a bep seurt traoù plijus. 28 Ober a reas tiez-dastum evit eostadoù gwinizh, gwin hag eoul, ha staolioù evit loened a bep seurt ha krevier-deñved. 29 Sevel a reas kêrioù, hag en doe deñved ha saout e-leizh, rak Doue en doa roet dezhañ madoù bras-meurbet. 30 Eñ eo, Ezekiaz, an hini a stouvas difourk uhelañ doureier ar Gihon, hag a gasas anezho eeun d'an traoñ etrezek kuzh-heol kêr David. Evel-se Ezekiaz a rae berzh en e holl oberoù. 31 Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon. 32 Diwar-benn nemorant oberoù Ezekiaz, hag e vadelezhioù, kement-se a zo skrivet e gweledigezh profed Izaia mab Amoz, hag e levr rouaned Juda hag Israel. 33 Hag Ezekiaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet en hini uhelañ eus bezioù mibien David. Hag holl Juda ha tud Jeruzalem a reas enor dezhañ d'e varv. Ha Manase e vab a renas en e lec'h. |