Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 31

1 Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en em gave eno a yeas dre gêrioù Juda, hag e torrjont an delwennoù, hag e tiskarjont an Asheraoù, hag e tispennjont an uhellec'hioù hag an aoterioù a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h, pep hini d'e gêr.

2 Ezekias a adlakaas kevrennoù an aberzhourien hag al Levited, hervez o c'hevrennoù, o c'hargoù, ken an aberzhourien hag al Levited, evit al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, evit ober ar servij, evit trugarekaat ha meuliñ ouzh dorojoù kamp an AOTROU.

3 Ar roue a roas ivez ul lodenn eus e vadoù evit al loskaberzhoù, evit loskaberzhoù ar beure hag an abardaez, evit loskaberzhoù an deizioù sabad, al loarioù-nevez hag ar gouelioù, evel m'eo skrivet e lezenn an AOTROU.

4 Hag e lavaras d'ar bobl, da dud Jeruzalem, reiñ lodenn an aberzhourien hag al Levited, evit mirout lezenn an AOTROU.

5 Kerkent ha ma voe embannet an dra, mibien Israel a roas frouezh kentañ e-leizh eus gwinizh, gwin, eoul, mel, hag holl eostadoù ar parkeier. Degas a rejont an deog eus pep tra, a-leizh.

6 Mibien Israel ha Juda, hag a oa o chom e kêrioù Juda, a zegasas ivez an deog eus an ejened hag eus an deñved, hag an deog eus an traoù santel a oa gouestlet d'an AOTROU o Doue, hag e lakajont anezho dre vernioù.

7 Kregiñ a rejont d'ober ar bernioù kentañ d'an trede miz, ha d'ar seizhvet miz ec'h echujont anezho.

8 Ezekiaz hag ar pennoù a zeuas hag a welas ar bernioù, hag e vennigjont an AOTROU hag e bobl Israel.

9 Hag Ezekiaz a reas goulennoù digant an aberzhourien hag al Levited diwar-benn ar bernioù-se.

10 Hag Azaria an aberzhour-meur eus ti Zadok a respontas dezhañ: Abaoe ma vez degaset profoù da di an AOTROU, debret hon eus hag ez omp bet leuniet, hag ez eus manet a-leizh, rak an AOTROU en deus benniget e bobl, hag al lodenn vras-se eo ar pezh a zo manet.

11 Ezekiaz a lavaras kempenn kambroù e ti an AOTROU, hag e voent kempennet.

12 Hag e voe degaset di gant fealded ar profoù, an deog hag an traoù santel, hag al Leviad Konania en doe ar mererezh anezho, gant Shimei e vreur, evel eiler.

13 Jehiel, Azazia, Nakad, Asael, Jerimod, Jozabad, Eliel, Jismakia, Makad ha Benaja a oa eveshaerien dindan urzh Konania ha Shimei e vreur, dre c'hourc'hemenn ar roue Ezekiaz hag Azaria gouarnour ti Doue.

14 Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.

15 Ha dindanañ e oa Eden, Minjamin, Jozue, Shemaja, Amaria ha Shekania, e kêrioù an aberzhourien, evit lodennañ gant fealded d'o breudeur hervez o c'hevrennoù, d'ar re vras ha d'ar re vihan,

16 d'ar re a oa merket el lignezouriezh evel pared adalek an oad a dri bloaz hag uheloc'h, d'an holl re a yae da di an AOTROU evit ar servij pemdeziek, hervez o c'hargoù hag hervez o c'hevrennoù,

17 d'an aberzhourien merket el lignezouriezh hervez tiez o zadoù, d'al Levited adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h, hervez o c'hargoù hag hervez o c'hevrennoù,

18 da re an holl vodadenn merket el lignezouriezh, gant o bugale vihan, o gwragez, o mibien hag o merc'hed, rak gant fealded en em ouestlent d'an traoù santel.

19 Ha diwar-benn mibien Aaron aberzhourien, ar re a oa o chom war ar maez ha war douaroù o c'hêrioù, e oa e pep kêr tud dilennet dre o anv evit reiñ e lodenn da bep par e-touez an aberzhourien ha d'an holl Levited merket el lignezouriezh.

20 Ezekiaz a reas evel-se dre holl Juda, hag e reas ar pezh a oa mat, reizh hag eeun dirak an AOTROU e Zoue.

21 En holl oberennoù a reas evit servij ti Doue, hag evit al lezenn, hag evit ar gourc'hemennoù, e klaskas e Zoue hag e labouras a-greiz e galon, hag e reas berzh.

Lean sinn:



Sanasan