2 Danevelloù 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 30 1 Goude-se Ezekiaz a gasas etrezek holl Israel ha Juda, hag e skrivas zoken lizhiri da Efraim ha da Vanase evit dont da di an AOTROU e Jeruzalem, evit ober ar Pask d'an AOTROU Doue Israel. 2 Ar roue hag e bennoù hag an holl vodadenn o doa divizet e kuzul e Jeruzalem ober ar Pask d'an eilvet miz, 3 rak n'o doa ket gallet en ober en e amzer, dre ma ne oa ket a-walc'h a aberzhourien santelaet, ha ne oa ket bet dastumet ar bobl e Jeruzalem. 4 An dra-se a blijas d'ar roue ha d'an holl vodadenn, 5 hag e voe divizet embann dre holl Israel, adalek Beer-Sheba betek Dan, dont d'ober ar Pask d'an AOTROU Doue Israel da Jeruzalem, rak abaoe pell amzer ne oa ket bet graet hervez ar pezh a zo skrivet. 6 Ar rederien a yeas eta gant lizhiri a-berzh ar roue hag e bennoù, dre holl Israel ha Juda, en ur lavarout hervez m'en doa gourc'hemennet ar roue: Mibien Israel, distroit d'an AOTROU Doue Abraham, Izaak hag Israel, hag e teuio etrezek ennoc'h, an nemorant a zo tec'het eus dorn roue Asiria. 7 Na vezit ket evel ho tadoù nag evel ho preudeur, o deus pec'het a-enep an AOTROU Doue o zadoù, en doare m'en deus lakaet anezho en glac'har, evel ma welit. 8 Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h. 9 Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e tistroint d'ar vro-mañ, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetañ. 10 Ar rederien a dremenas evel-se eus kêr da gêr e bro Efraim, Manase, ha betek Zabulon. Met graet e veze goap anezho, hag e vezent dismegañset. 11 Koulskoude hiniennoù eus Aser, Manase ha Zabulon en em izelaas hag a zeuas da Jeruzalem. 12 Dorn Doue a oa ivez war Juda, o reiñ dezho ur galon unvan, evit ober an traoù gourc'hemennet gant ar roue hag ar pennoù, hervez komz an AOTROU. 13 Hag en em zastumas ur bobl niverus e Jeruzalem evit lidañ ar bara hep goell d'an eilvet miz, hag ur vodadeg vras-meurbet e oa. 14 Sevel a rejont, hag e lamjont kuit an aoterioù a oa e Jeruzalem, hag e lamjont kuit an holl aoterioù-ezañs, hag e taoljont anezho er froud Kedron. 15 Goude-se e voe lazhet ar Pask, d'ar pevarzekvet deiz eus an eilvet miz, rak an aberzhourien hag al Levited, o vezañ bet mezh, a oa en em santelaet, hag e kinnigjont loskaberzhoù e ti an AOTROU. 16 En em zerc'hel a rejont en o lec'h hervez o reolennoù, hervez lezenn Moizez den Doue. Hag an aberzhourien a skuilhe ar gwad a zegemerent eus daouarn al Levited. 17 Evel ma oa kalz a dud er vodadeg ha ne oant ket en em santelaet, gant al Levited e oa ar garg da lazhañ ar Paskoù evit an holl re ne oant ket glan, evit o santelaat d'an AOTROU. 18 Ul lodenn vras eus ar bobl, kalz eus Efraim, Manase, Isakar ha Zabulon ne oant ket glanaet, hag e tebrjont ar Pask, hep ober evel ma'z eo skrivet. Met Ezekiaz a bedas evito o lavarout: An AOTROU hag a zo mat, ra bardono da bep hini 19 en deus lakaet e galon da glask Doue, an AOTROU, Doue e dadoù, petra bennak ma n'en defe ket graet hervez glanidigezh ar santual. 20 An AOTROU a selaouas pedenn Ezekiaz hag a bareas ar bobl. 21 Mibien Israel hag en em gave e Jeruzalem a reas eta gouel ar bara hep goell, e-pad seizh devezh, gant ul levenez vras. Al Levited hag an aberzhourien a veule an AOTROU bemdez, gant binvioù a dregerne evit an AOTROU. 22 Ezekiaz a gomzas ouzh kalon an holl Levited en em ziskoueze desket-kaer e servij an AOTROU. Debriñ a rejont e-pad seizh devezh gant ar gouel, o kinnig aberzhoù a drugarekadennoù, hag o veuliñ an AOTROU Doue o zadoù. 23 Hag an holl vodadeg a voe ali ma vefe lidet seizh deiz all. Hag e lidjont ar seizh deiz-se el levenez. 24 Rak Ezekiaz roue Juda a roas d'ar vodadeg mil kole ha seizh mil dañvad, hag ar pennoù a roas d'ar vodadeg mil kole ha dek mil dañvad. Hag aberzhourien e-leizh o doa en em santelaet. 25 Hag holl vodadeg Juda, gant an aberzhourien hag al Levited, hag an holl vodadeg deuet eus Israel, hag an diavaezidi deuet eus bro Israel pe o chom e Juda, a laouenaas. 26 Bez' e voe eta ul levenez vras e Jeruzalem, rak abaoe amzer Salomon mab David, roue Israel, ne oa ket c'hoarvezet un dra heñvel e Jeruzalem. 27 Goude-se an aberzhourien Levited a savas hag a vennigas ar bobl, hag o mouezh a voe klevet, hag o fedenn a yeas betek an neñvoù, chomlec'h santel an AOTROU. |