2 Danevelloù 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Salomon a stagas da sevel ti an AOTROU e Jeruzalem, war Venez Moria a oa bet diskouezet da Zavid e dad, el lec'h end-eeun kempennet gant David, war leur Ornan ar Jebuzad. 2 Hag e krogas da sevel d'an eil deiz eus an eil miz, er pevare bloaz eus e ren. 3 Ha setu ar sol merket gant Salomon evit sevel ti Doue: an hirder en ilinadoù a vuzul kozh, tri-ugent ilinad; al ledander, ugent ilinad. 4 Ar porched, dirak an ti, en doa ugent ilinad a hirder, hervez ledander an ti; hag e uhelder a oa kant ugent ilinad. Goleiñ a reas anezhañ en diabarzh gant aour glan. 5 Gwiskañ a reas an ti bras a goad sapin, hag e wiskas anezhañ a aour puraet. Hag e lakaas warnañ palmezennoù ha chadennoùigoù. 6 Goleiñ a reas an ti gant mein prizius evel kinkladur. An aour a oa aour eus Parvaim. 7 Gwiskañ a reas a aour an ti, an treustoù, an treuzoù, ar mogerioù hag an dorojoù. Hag ec'h engravas cherubined war ar mogerioù. 8 Ober a reas ivez ti al lec'h santel-meurbet. E hirder a oa ugent ilinad, ouzh ledander an ti, hag e ledander a oa ugent ilinad. E wiskañ a reas a aour glan, evit c'hwec'h kant talant. 9 Pouez an tachoù a oa hanter-kant sikl aour. Gwiskañ a reas ivez a aour ar c'hambroù uhel. 10 E ti al lec'h santel-meurbet e reas daou cherubin, un oberenn gizellet, hag e c'holoas anezho gant aour. 11 Hirder eskell ar cherubined a oa ugent ilinad. Un askell eus unan anezho, hir a bemp ilinad, a stoke ouzh moger an ti, hag an askell all, hir a bemp ilinad, a stoke ouzh askell ar cherubin all. 12 Hag un askell eus ar cherubin all, hir a bemp ilinad, a stoke ouzh moger an ti, hag an askell all, hir a bemp ilinad, a stoke ouzh askell ar cherubin kentañ. 13 Eskell displeget ar cherubined-se o doa un hirder a ugent ilinad. En em zerc'hel a raent en o sav war o zreid, o dremmoù troet etrezek an ti. 14 Ober a reas ar ouel gant limestra, tane, ruz-bev, ha lin fin, hag e skeudennas warni cherubined. 15 Dirak an ti e reas div golonenn a bemp ilinad ha tregont a hirder, hag an dogenn a oa war o fenn he doa pemp ilinad. 16 Ober a reas chadennoùigoù evel er santual, hag o lakaas war-grec'h ar c'holonennoù. Hag e reas kant greunadez a lakaas ouzh ar chadennoùigoù. 17 Hag e savas ar c'holonennoù dirak an templ, unan a-zehou hag eben a-gleiz. An hini dehou a anvas Jakin, hag an hini gleiz Boaz. |