Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 29

1 Pemp bloaz warn-ugent e oa Ezekiaz pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Abija merc'h Zakaria.

2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad.

3 Er bloaz kentañ eus e ren, d'ar miz kentañ, e tigoras dorojoù ti an AOTROU, hag e tresas anezho.

4 Ober a reas dont an aberzhourien hag al Levited, hag e tastumas anezho war leurenn ar Sav-heol,

5 hag e lavaras dezho: Va selaouit, Levited! En em santelait bremañ, ha santelait ti an AOTROU, Doue ho tadoù, ha kasit er-maez eus ar santual ar pezh a zo saotret.

6 Rak hon tadoù o deus pec'het ha graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU hon Doue; e zilezet o deus, distroet o deus o dremmoù diouzh chomlec'h an AOTROU, ha troet o deus o c'hein dezhañ.

7 Prennet o deus zoken dorojoù ar porched, ha mouget al lampoù; n'o deus ket lakaet da vogediñ ezañs, na kinniget loskaberzhoù da Zoue Israel er santual.

8 Setu perak kounnar an AOTROU a zo bet war Juda ha war Jeruzalem, hag en deus roet anezho d'ar glac'har, d'ar reuz ha d'ar goapaerezh, evel ma welit gant ho taoulagad.

9 Setu, en abeg da-se hon tadoù a zo kouezhet dre ar c'hleze, hag hor mibien, hor merc'hed hag hor gwragez a zo lakaet da sklav.

10 Bremañ eta em eus a galon d'ober un emglev gant an AOTROU Doue Israel, evit ma tistroio diouzhimp e gounnar entanet.

11 Va mibien, na vezit ket lezirek, rak an AOTROU en deus dibabet ac'hanoc'h evit en em zerc'hel dirazañ hag e servijañ, hag evit kinnig dezhañ an ezañs.

12 Al Levited a savas: Makad mab Amasai ha Joel mab Azaria, eus mibien ar Gehatiz; hag eus mibien Merari, Kish mab Abdi hag Azaria mab Jehaleleel; hag eus ar C'hershoniz, Joak mab Zimma hag Eden mab Joak;

13 hag eus mibien Elizafan, Shimiri ha Jeiel; hag eus mibien Azaf, Zakaria ha Matania;

14 hag eus mibien Heman, Jehiel ha Shimei, hag eus mibien Jedutun, Shemaja hag Uziel.

15 Dastum a rejont o breudeur, hag en em santelajont, hag e teujont tre, hervez gourc'hemenn ar roue hag hervez komzoù an AOTROU, evit glanaat ti an AOTROU.

16 An aberzhourien a yeas e-barzh ti an AOTROU evit e c'hlanaat, hag e tougjont er-maez, war leurenn ti an AOTROU, an holl traoù dic'hlan a gavjont e templ an AOTROU. Hag al Levited a zegemeras anezho evit o c'has er froud Kedron.

17 Hag en em lakajont da santelaat an templ d'an deiz kentañ eus ar miz kentañ. D'an eizhvet deiz eus ar miz e teujont da borched an AOTROU, hag e santelajont ti an AOTROU e-pad eizh deiz, ha d'ar c'hwezekvet deiz eus ar miz kentañ o doe echu.

18 Goude-se ez ejont da di ar roue Ezekiaz, hag e lavarjont: Glanaet hon eus holl di an AOTROU, hag aoter al loskaberzhoù gant hec'h holl listri, ha taol ar baraoù a ginnig gant hec'h holl listri.

19 Dreset hon eus ha santelaet an holl listri taolet kuit gant ar roue Akaz e-pad e ren, en amzer ma pec'he, ha setu, emaint dirak aoter an AOTROU.

20 Neuze ar roue Ezekiaz a savas mintin mat, a zastumas pennoù kêr, hag a bignas da di an AOTROU.

21 Hag a tegasjont ganto seizh kole, seizh tourz, seizh oan ha seizh bouc'h evit un aberzh-dic'haouiñ, evit ar rouantelezh, evit ar santual, hag evit Juda. Hag ar roue a lavaras d'an aberzhourien mibien Aaron, kinnig anezho war an aoter.

22 Lazhañ a rejont an ejened, hag an aberzhourien a gemeras o gwad evit e sparfañ war an aoter. Lazhañ a rejont an tourzed, hag e sparfjont o gwad war an aoter. Lazhañ a rejont an oaned, hag e sparfjont o gwad war an aoter.

23 Hag e voe tostaet bouc'hed-dic'haouiñ dirak ar roue ha dirak ar vodadenn, hag e lakajont o daouarn warno.

24 Hag an aberzhourien a lazhas anezho, hag e rejont un dic'haouadur gant o gwad war an aoter, evit ober dic'haou evit holl Israel. Rak ar roue en doa urzhiet al loskaberzh hag an aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel.

25 Hag e lakaas al Levited e ti an AOTROU, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, hervez gourc'hemenn David, Gad gwelour ar roue, ha Natan ar profed, rak ur gourc'hemenn a-berzh an AOTROU e oa, deuet dre e brofeded.

26 Al Levited eta en em zalc'has eno gant binvioù David, hag an aberzhourien gant an trompilhoù.

27 Neuze Ezekiaz a c'hourc'hemennas kinnig al loskaberzh war an aoter, ha d'an ampoent ma krogas al loskaberzh, e krogas ivez kanenn an AOTROU gant an trompilhoù ha gant binvioù David roue Israel.

28 Hag an holl vodadenn a stouas, ar ganenn a voe kanet, hag an trompilhoù a sonas, betek ma voe echu al loskaberzh.

29 Ha pa voe echu al loskaberzh, ar roue hag an holl re a oa gantañ a zaoublegas hag a stouas.

30 Neuze ar roue Ezekiaz hag ar pennoù a lavaras d'al Levited meuliñ an AOTROU gant komzoù David hag Azaf ar gwelour. Hag e veuljont anezhañ gant kalz a levenez, hag e taoublegjont hag e stoujont.

31 Ezekiaz a gomzas o lavarout: Bremañ hoc'h eus kensakret ho taouarn d'an AOTROU, tostait, degasit an aberzhoù hag aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Hag ar vodadenn a zegasas an aberzhoù hag aberzhoù a veuleudi, hag an holl re o doa ur galon a-youl-vat a ginnigas loskaberzhoù.

32 Niver al loskaberzhoù kinniget gant ar vodadenn a voe dek ejen ha tri-ugent, kant tourz, daou c'hant oan, an holl re-se evel loskaberzhoù d'an AOTROU.

33 Hag e voe santelaet ivez c'hwec'h kant ejen ha tri mil dañvad.

34 Met an aberzhourien a oa re nebeut, ha ne c'helljont ket dibezhiañ an holl loskaberzhoù. O breudeur Levited a skoazellas anezho, ken na voe echu al labour, ha ken na voe santelaet an aberzhourien. Rak al Levited a voe eeunoc'h a galon evit en em santelaat eget an aberzhourien.

35 Bez' e voe ivez un niver bras a loskaberzhoù, gant lardoù an aberzhoù a drugarekadennoù, ha gant evadkinnigoù al loskaberzhoù. Evel-se servij ti an AOTROU a voe adsavet.

36 Hag Ezekiaz hag an holl bobl a laouenaas eus m'en doa broudet Doue ar bobl evel-se, rak an dra a voe graet buan.

Lean sinn:



Sanasan