2 Danevelloù 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 27 1 Pemp bloaz warn-ugent e oa Jotam pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jerusha merc'h Zadok. 2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Ozia e dad, nemet ned eas ket e templ an AOTROU. Koulskoude ar bobl a rae fall c'hoazh. 3 Sevel a reas an nor uhelañ eus ti an AOTROU, hag e savas kalz war voger Ofel. 4 Sevel a reas kêrioù war venez Juda, ha kestell ha tourioù er c'hoadegoù. 5 Hag e reas brezel a-enep roue mibien Ammon, hag e trec'has warno. Er bloaz-se mibien Ammon a roas dezhañ kant talant arc'hant, dek mil kor gwinizh, ha dek mil kor heiz. Mibien Ammon a roas dezhañ kemend-all d'an eilvet ha d'an trede bloaz. 6 Jotam a zeuas da vezañ galloudek-meurbet, dre m'en doa startaet e hentoù dirak an AOTROU e Zoue. 7 Diwar-benn nemorant oberoù Jotam, e holl vrezelioù hag e hentoù, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Israel ha Juda. 8 Pemp bloaz warn-ugent e oa pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. 9 Ha Jotam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. Hag Akaz e vab a renas en e lec'h. |