2 Danevelloù 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 26 1 Neuze holl bobl Juda a gemeras Ozia, a oa oadet a c'hwezek vloaz, hag en lakajont da roue e lec'h Amazia e dad. 2 Sevel a reas Elod, hag e tegasas anezhi da Juda, goude ma voe gourvezet ar roue gant e dadoù. 3 C'hwezek vloaz e oa Ozia pa zeuas da roue, hag e renas daou vloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jekolia eus Jeruzalem. 4 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Amazia e dad. 5 En em lakaat a reas da glask Doue e-pad buhez Zakaria, un den a gomprene gweledigezhioù Doue. Hag e-keit ha ma klaskas an AOTROU, Doue a roas berzh dezhañ. 6 Mont a reas d'ober brezel a-enep ar Filistined, hag e reas toulloù-freuz e moger Gad, moger Jabne ha moger Asdod, hag e savas kêrioù e bro Asdod hag e-touez ar Filistined. 7 Doue a roas sikour dezhañ a-enep ar Filistined, a-enep an Arabed a oa o chom e Gur-Baal, hag a-enep ar Vaoniz. 8 An Ammoniz zoken a rae profoù da Ozia, hag ar vrud anezhañ a zeuas betek dor an Ejipt, rak dont a reas da vezañ galloudek-meurbet. 9 Ozia a savas tourioù e Jeruzalem, war zor ar C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreñvaas anezho. 10 Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar. 11 Ozia en doa un arme evit ober brezel, evit mont d'an emgann a strolladoù, hervez o niveradeg graet gant ar skrib Jeiel hag ar c'hefridiour Maaseja, dindan urzhioù Hanania, unan eus pennoù ar roue. 12 Holl niver ar pennoù tadoù, brezelourien galonek, a oa daou vil c'hwec'h kant. 13 Dindan o urzhioù e oa un arme a tri c'hant seizh mil pemp kant soudard, holl dud a vrezel nerzhus ha kalonek, evit skoazellañ ar roue a-enep an enebour. 14 Ozia a roas d'an holl arme skoedoù, goafioù, tokarnoù, hobregonoù, gwaregoù ha mein evit ar batalmoù. 15 Ober a reas ivez e Jeruzalem mekanikoù kavadennet gant un ijinour, evit bezañ lakaet war an tourioù hag ar c'hornioù, da dennañ biroù ha mein bras. E vrud en em astennas pell, rak skoazellet e voe en un doare burzhudus, ken na voe deuet da vezañ galloudek-meurbet. 16 Met pa voe deuet galloudek, ez eo savet e galon evit e goll, hag e pec'has a-enep an AOTROU e Zoue. Mont a reas da dempl an AOTROU evit lakaat da vogediñ war aoter an ezañs. 17 Hag an aberzhour Azaria a zeuas war e lerc'h, ha gantañ pevar-ugent aberzhour an AOTROU, tud kalonek, 18 a dalas ouzh ar roue Ozia, o lavarout dezhañ: N'eo ket dit, Ozia, da lakaat da vogediñ ezañs d'an AOTROU, met d'an aberzhourien, mibien Aaron, santelaet evit lakaat da vogediñ an ezañs. Kae er-maez eus ar santual, rak pec'het ec'h eus, ha kement-se ne vo ket evit da c'hloar dirak an AOTROU Doue. 19 Neuze Ozia a fuloras, tra m'en doa en e zorn an ezañsouer evit lakaat da vogediñ. Hag evel ma fulore a-enep an aberzhourien, al lorgnez en em ziskouezas war e dal dirak an aberzhourien, e ti an AOTROU, e-kichen aoter an ezañs. 20 An aberzhour-meur Azaria a sellas outañ, gant an holl aberzhourien, ha setu, e oa al lorgnez war e dal. Lakaat a rejont anezhañ da vont kuit buan er-maez, hag eñ e-unan a hastas mont kuit, dre m'en doa skoet an AOTROU warnañ. 21 Ar roue Ozia a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro evel un den lovr, rak taolet e voe kuit eus ti an AOTROU. Jotam e vab a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro. 22 Diwar-benn nemorant oberoù Ozia, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se a zo bet skrivet gant ar profed Izaia mab Amoz. 23 Ozia a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e park bezioù ar rouaned, rak lavaret e veze: Lovr eo. Ha Jotam e vab a renas en e lec'h. |