Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25

1 Pemp bloaz warn-ugent e oa Amazia pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Joaddan eus Jeruzalem.

2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, met ne voe ket gant ur galon beurvat.

3 Pa voe startaet en e rouantelezh, e lakaas d'ar marv e servijerien o doa lazhet ar roue e dad.

4 Met ne lakaas ket o mibien d'ar marv, rak ober a reas evel ma'z eo skrivet el lezenn, e levr Moizez, e-lec'h m'en deus roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mañ: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit o mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoù, met lakaet e vo da vervel pep hini evit e bec'hed.

5 Amazia a zastumas tud Juda, hag e renkas anezho dre diegezhioù tadel, dre bennoù a vilieroù hag a gantoù, evit holl Juda ha Benjamin, hag e reas an niveradeg adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h. Hag e kavas tri c'hant mil den a zibab evit mont d'an arme, o tougen ar skoed hag ar goaf.

6 Hag e c'hopras ivez, eus Israel, kant mil brezelour kalonek, evit kant talant arc'hant.

7 Met un den a Zoue a zeuas d'e gavout hag a lavaras: O roue! Ra ne gerzho ket ganit arme Israel, rak n'emañ ket an AOTROU gant Israel, gant holl vibien Efraim-se.

8 Mard ez ganto, e c'hellez mont, bez kalonek en emgann, met Doue a lakaio ac'hanout da gouezhañ dirak an enebour, rak Doue en deus ar galloud da sikour ha da reiñ lamm.

9 Amazia a lavaras d'an den a Zoue: Met penaos ober diwar-benn ar c'hant talant am eus roet da strolladoù Israel? An den a Zoue a lavaras: An AOTROU a zo evit reiñ dit muioc'h kalz.

10 Amazia a zispartias ar strolladoù a oa deuet dezhañ eus Efraim, evit ma tistrofent d'ar gêr. Met o fulor a entanas a-enep Juda, hag e tistrojont d'ar gêr gant ur fulor bras.

11 Amazia en em greñvaas, hag e renas e bobl, hag ez eas da draonienn an Holen, e-lec'h ma skoas war dek mil den a-douez mibien Seir.

12 Ha mibien Juda a dapas dek mil den bev, hag e tegasjont anezho war-lein ur roc'h, a-belec'h e taoljont anezho d'an traoñ, hag e voent holl brevennet.

13 Tud ar strolladoù en doa kaset kuit Amazia evit na zeufent ket gantañ d'ar brezel, en em daolas war gêrioù Juda, adalek Samaria betek Bet-Horon, hag e lazhjont tri mil den hag e skrapjont ur preizh bras.

14 Goude ma voe distroet Amazia eus faezhidigezh an Edomiz, e tegasas doueoù mibien Seir, hag o lakaas da zoueoù, hag e stouas dirazo hag e kinnigas c'hwezh-vat dezho.

15 Neuze kounnar an AOTROU a entanas a-enep Amazia, hag e kasas etrezek ennañ ur profed a lavaras dezhañ: Perak ec'h eus klasket doueoù ar bobl-se, pa n'o deus ket gellet dieubiñ o fobl eus da zorn?

16 Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.

17 Goude bezañ dalc'het kuzul, Amazia roue Juda a gasas da gavout Joaz mab Joakaz, mab Jehu, roue Israel, da lavarout dezhañ: Deus, ma en em welimp a-dal!

18 Joaz roue Israel a gasas da lavarout da Amazia roue Juda: Spernenn al Liban en deus kaset da lavarout da sedrezenn al Liban: Ro da verc'h evel gwreg da'm mab. Met ul loen gouez eus al Liban a zo tremenet hag en deus mac'het ar spernenn.

19 Setu e lavarez ec'h eus pilet Edom, hag ez eo savet da galon evit tennañ gloar. Bremañ chom er gêr! Perak ez afes da gouezhañ er gwalleur, te ha Juda ganit?

20 Met Amazia ne selaouas ket, rak kement-se a zeue a-berzh Doue, evit o lakaat etre daouarn Joaz, dre m'o doa klasket doueoù Edom.

21 Joaz roue Israel a bignas eta, heg en em weljont a-dal, eñ hag Amazia roue Juda, e Bet-Shemesh, a zo e Juda.

22 Ha Juda a voe kannet dirak Israel, hag e tec'has pep hini d'e deltenn.

23 Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Kas a reas anezhañ da Jeruzalem, hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.

24 Kemer a reas an holl aour hag an holl arc'hant, hag an holl listri a voe kavet e ti Doue, dindan evezh Obed-Edom, ha teñzorioù ti ar roue, hag ivez gouestlidi, hag e tistroas da Samaria.

25 Amazia mab Joaz, roue Juda, a vevas pemzek vloaz goude marv Joaz mab Joakaz, roue Israel.

26 Diwar-benn nemorant oberoù Amazia, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr rouaned Juda hag Israel?

27 Adalek ar mare ma tistroas Amazia a-ziouzh an AOTROU, e voe graet un irienn a-enep dezhañ e Jeruzalem, hag e tec'has da Lakish. Met kaset e voe war e lerc'h da Lakish, hag e voe lazhet eno.

28 Hag e voe douget war gezeg, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr Juda.

Lean sinn:



Sanasan