2 Danevelloù 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 24 1 Seizh vloaz e oa Joaz pa zeuas da roue, hag e renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zibia eus Beer-Sheba. 2 Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada. 3 Jehojada a roas dezhañ div wreg, hag e voe tad da vibien ha da verc'hed. 4 Goude-se Joaz en doe en e soñj reneveziñ ti an AOTROU. 5 Dastum a reas an aberzhourien hag al Levited, hag e lavaras dezho: Kit dre gêrioù Juda, ha dastumit arc'hant dre holl Israel evit reneveziñ ti ho Toue, a vloaz da vloaz, hag hastit an afer-se. Met al Levited ne hastjont ket. 6 Neuze ar roue a c'halvas Jehojada o fenn, hag e lavaras dezhañ: Perak ne'c'h eus ket eveshaet ma tegasfe al Levited, eus Juda hag eus Jerusalem, an tailhoù en deus lakaet Moizez servijer an AOTROU war holl vodadenn Israel, evit teltenn an Testeni? 7 Rak an euzhus Atalia hag he mibien o deus gwastet ti Doue, hag implijet o deus zoken evit ar Baaloù an holl draoù santel eus ti an AOTROU. 8 Hag ar roue a urzhias ma vefe graet ur c'hef, ha ma vefe lakaet ouzh dor ti an AOTROU, en diavaez. 9 Neuze e voe embannet e Juda hag e Jeruzalem ma vefe degaset d'an AOTROU an tailhoù lakaet gant Moizez servijer an AOTROU war Israel er gouelec'h. 10 An holl bennoù hag an holl bobl a laouenaas, hag e tegasjont hag e taoljont er c'hef, betek ma vefe kaset da benn. 11 Ha pa oa ar mare da zegas ar c'hef da ensellerien ar roue, dre al Levited, ha ma wele ar re-mañ e oa kalz a arc'hant, skrib ar roue hag ur sekretour a-berzh an aberzhour-meur a zeue hag a c'houllondere ar c'hef; goude e kasent anezhañ evit e adlakaat en e lec'h. Ober a raent evel-se deiz goude deiz, hag e tastumjont arc'hant e-leizh. 12 Ar roue ha Jehojada a roe anezhañ d'ar re a oa karget eus al labour evit servij ti an AOTROU; ar re-mañ a c'hopre benerien ha kilvizien evit reneveziñ ti an AOTROU, hag ivez micherourien en houarn hag en arem evit kaletaat ti an AOTROU. 13 Ar re a oa karget eus al labour a reas o oberiadur, hag al labour a voe kaset da benn drezo, en doare ma adlakajont ti Doue en e stad ha ma startajont anezhañ. 14 P'o doe echuet, e tegasjont d'ar roue ha da Jehojada nemorant an arc'hant, hag e voe graet gantañ listri evit ti an AOTROU, listri evit ar servij hag evit an aberzh, tasoù ha listri all en aour hag en arc'hant. Hag e voe kinniget dalc'hmat loskaberzhoù e ti an AOTROU, e-pad ma vevas Jehojada. 15 Jehojada a zeuas da vezañ kozh ha gwalc’het a zeizioù, hag e varvas. Oadet e oa a gant tregont vloaz pa varvas. 16 Sebeliet e voe e kêr David gant ar rouaned, rak graet en doa vad da Israel, hag e-keñver Doue hag e di. 17 Goude marv Jehojada, pennoù Juda a zeuas hag a stouas dirak ar roue. Hag ar roue a selaouas anezho. 18 Hag e tilezjont ti an AOTROU, Doue o zadoù, ha servijañ a rejont an Asheraoù hag an idoloù. Kounnar an AOTROU a voe war Juda ha war Jeruzalem en abeg da-se, dre ma oant en em rentet kablus. 19 An AOTROU a gasas en o zouez, evit o lakaat da zistreiñ dezhañ, profeded a destenias a-enep dezho. Met ne fellas ket dezho selaou. 20 Ha Spered Doue a wiskas Zakaria mab an aberzhour Jehojada. Hemañ en em zalc'has en e sav dirak ar bobl, hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz Doue: Perak e torrit gourc'hemenn an AOTROU? Ne reot ket berzh, rak dilezet hoc'h eus an AOTROU, hag eñ a zilezo ac'hanoc'h. 21 Met irienniñ a rejont a-enep dezhañ, hag e lazhjont anezhañ gant mein, war urzh ar roue, war leurenn ti an AOTROU. 22 Ar roue Joaz n'en doe ket soñj eus ar vadelezh en doa bet en e geñver Jehojada tad Zakaria, hag e lazhas e vab, a lavaras en ur vervel: An AOTROU a wel hag a c'houlenno kont! 23 Pa voe echuet ar bloavezh, e pignas arme Siria a-enep Joaz, hag e teujont da Juda ha da Jeruzalem, hag e tistrujont, a-douez ar bobl, holl bennoù ar bobl, hag e kasjont d'ar roue e Damask o holl breizh. 24 Petra bennak ma oa deuet arme ar Siriz gant nebeut a dud, an AOTROU a roas etre o daouarn un arme bras-kenañ, dre m'o doa dilezet an AOTROU, Doue o zadoù. Evel-se e sevenjont ar varn a-enep Joaz. 25 Pa voent pellaet dioutañ, goude bezañ e lezet e poanioù bras, e servijerien a iriennas a-enep dezhañ, en abeg da wad mibien an aberzhour Jehojada, hag e lazhjont anezhañ war e wele, hag e varvas. Sebeliet e voe e kêr David, met ne voe ket sebeliet e bezioù ar rouaned. 26 Setu ar re a iriennas a-enep dezhañ: Zabad mab Shimead un Ammonadez, ha Jozabad mab Shimrid ur Voabadez. 27 Diwar-benn e vibien, hag ar garg vras warnañ, ha dreserezh ti Doue, setu, an traoù-se a zo skrivet e kounskrid levr ar rouaned. Amazia e vab a renas en e lec'h. |