2 Danevelloù 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 23 1 D'ar seizhvet bloaz, Jehojada en em greñvaas, hag e reas un emglev gant ar pennoù a gantoù, Azaria mab Jerokam, Ismael mab Jokanan, Azaria mab Obed, Maaseja mab Adaja, hag Elishafad mab Zikri. 2 Ober a rejont tro Juda, hag e tastumjont al Levited ha pennoù tadoù Israel eus holl gêrioù Juda, hag e teujont da Jeruzalem. 3 An holl vodadenn a reas un emglev gant ar roue e ti Doue. Jehojada a lavaras dezho: Setu, mab ar roue a reno, evel m'en deus disklêriet an AOTROU diwar-benn mibien David. 4 Setu ar pezh a reot: E-touez ac'hanoc'h hag a zeu e-barzh d'an deiz sabad, un drederenn, aberzhourien ha Levited, a vo porzhierien an treuzoù, 5 un drederenn all en em zalc'ho e ti ar roue, hag un drederenn ouzh dor Jezod. Hag an holl bobl a vo war leurennoù ti an AOTROU. 6 Ra ned aio den e ti an AOTROU, nemet an aberzhourien hag al Levited o servijañ. Int a yelo rak santelaet int. Hag an holl bobl a ziwallo, evel diwallerien an AOTROU. 7 Al Levited a vo en-dro d'ar roue a bep tu, o terc'hel pep hini anezho e armoù en e zaouarn, ha piv bennak a yelo en ti a vo lakaet d'ar marv. C'hwi a vo e-kichen ar roue pa zeuio ha pa'z aio. 8 Al Levited hag holl Juda a reas kement en doa gourc'hemennet an aberzhour Jehojada. Kemer a rejont pep hini o zud, kenkoulz ar re a yae e-barzh d'an deiz sabad, hag ar re a yae er-maez d'an deiz sabad, rak an aberzhour Jehojada n'en doa ket kaset kuit ar c'hevrennoù. 9 An aberzhour Jehojada a roas d'ar pennoù a gantoù goafioù, skoedoù bras ha skoedoù bihan a oa bet d'ar roue David hag a oa e ti Doue. 10 Goude e renkas an holl bobl, pep hini o terc'hel e armoù en e zaouarn, tost ouzh ar roue, tro-dro, adalek tu dehou an templ betek tu kleiz an templ, a-hed an aoter hag an templ. 11 Neuze e lakajont da zont er-maez mab ar roue, hag e lakajont warnañ ar gurunenn hag an Testeni, hag e rejont anezhañ roue. Jehojada hag e vibien a olevas anezhañ hag a lavaras: Ra vevo ar roue! 12 Atalia a glevas trouz ar bobl a rede hag a gane gloar ar roue, hag e teuas da gavout ar bobl e ti an AOTROU. 13 Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen e golonenn ouzh an digor, ar pennoù hag an trompilhoù a oa e-kichen ar roue, holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, an trompilhoù o seniñ, ar ganerien gant o binvioù-seniñ a rene ar c'hanennoù meuleudi. Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad! 14 An aberzhour Jehojada a reas mont er-maez ar pennoù a gantoù a rene an arme, hag e lavaras dezho: Kasit anezhi er-maez eus ar renkoù, ha ra vo lakaet d'ar marv dre ar c'hleze an hini a yelo war he lerc'h! Met an aberzhour en doa lavaret: Ne lakait ket anezhi d'ar marv e ti an AOTROU. 15 Lakaat a rejont o dorn warni, hag e tistroas dre hent dor ar C'hezeg da di ar roue, hag eno e lakajont anezhi d'ar marv. 16 Jehojada, an holl bobl hag ar roue a reas un emglev, evit bezañ pobl an AOTROU. 17 An holl bobl a yeas da di Baal, hag e tiskarjont anezhañ, e torrjont e aoterioù hag e skeudennoù, e lazhjont dirak an aoterioù Matan aberzhour Baal. 18 Jehojada a lakaas kargoù ti an AOTROU etre daouarn an aberzhourien Levited, ar re en doa lodennet David evit ti an AOTROU, evit kinnig loskaberzhoù d'an AOTROU, evel m'eo skrivet e lezenn Moizez, gant levenez ha kanaouennoù, hervez urzhioù David. 19 Hag e lakaas ivez ar borzhierien ouzh dorojoù ti an AOTROU, evit ma n'aje ennañ den dic'hlan ebet, en doare ebet. 20 Kemer a reas ar pennoù a gantoù, an dud enoret, ar c'houarnourien, hag holl bobl ar vro, hag e reas diskenn ar roue eus ti an AOTROU, hag ez ejont dre an nor uhelañ e ti ar roue, hag e rejont d'ar roue azezañ war dron ar rouantelezh. 21 Holl bobl ar vro a laouenaas, ha kêr a voe e peoc'h, goude ma voe lakaet d'ar marv Atalia dre ar c'hleze. |