2 Danevelloù 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 1 Tud Jeruzalem a lakaas da roue en e lec'h Akazia, an hini yaouankañ eus e vibien, rak ar vandenn a oa deuet d'ar c'hamp gant an Arabed he doa lazhet an holl re goshañ. Evel-se e renas Akazia mab Joram, roue Juda. 2 Daou vloaz ha daou-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri. 3 Kerzhet en deus war hent ti Akab, rak e vamm a oa e guzulierez evit ar fallagriezh. 4 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel ti Akab, dre ma voent e guzulierien goude marv e dad, evit e goll. 5 Bountet dre o c'huzulioù, ez eas zoken gant Joram mab Akab, roue Israel, d'ar brezel da Ramod-Galaad a-enep Hazael roue Siria. Hag ar Siriz a skoas war Joram. 6 Hemañ a zistroas da Jizreel evit pareañ, en abeg d'ar gloazioù o doa bet graet dezhañ e Rama, pa stourme a-enep Hazael roue Siria. Azaria (pe Akazia) mab Joram, roue Juda, a ziskennas da welout Joram mab Akab da Jizreel, dre ma oa klañv. 7 Hag e voe evit e goll, en em gave a-berzh Doue, e teuas Akazia da gichen Joram. Pa voe erruet, ez eas gant Joram a-enep Jehu mab Nimshi, an hini olevet gant an AOTROU evit distrujañ ti Akab. 8 Evel ma sevene Jehu ar varnedigezh war di Akab, e kavas pennoù Juda ha mibien breudeur Akazia a oa e servij Akazia, hag e lazhas anezho. 9 Klask a reas Akazia, a oa kuzhet e Samaria. Tapet e voe ha degaset etrezek Jehu, hag e voe lakaet d'ar marv. Hag e voe sebeliet, rak lavaret e voe: Mab Jozafad eo, an hini en deus klasket AOTROU eus kreiz e galon. Ha ne voe den ken eus ti Akazia a vefe gouest da ren. 10 Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel e ti Juda. 11 Met Joshabead, merc'h ar roue, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e lakaas anezhañ gant e vagerez e sal ar gweleoù. Evel-se, Joshabead, merc'h ar roue, gwreg an aberzhour Jehojada, c'hoar Akazia, a guzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, ha n'en lakaas ket d'ar marv. 12 Kuzhet e voe evel-se ganto e-pad c'hwec'h vloaz e ti Doue, e-keit ha ma rene Atalia war ar vro. |