2 Danevelloù 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 1 Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Ha Joram e vab a renas en e lec'h. 2 Bez' en doa breudeur, mibien Jozafad: Azaria, Jehiel, Zakaria, Azaria, Mikael ha Shefatia. An holl re-se a oa mibien Jozafad roue Israel. 3 O zad en doa roet dezho profoù bras, arc'hant, aour ha traoù prizius, gant kêrioù kreñv e Juda. Met ar rouantelezh en doa roet da Joram, dre ma oa ar c'hentañ-ganet. 4 Pa voe savet Joram war rouantelezh e dad, ha ma voe kreñv, e lazhas gant ar c'hleze e holl vreudeur hag hiniennoù eus pennoù Israel. 5 Daou vloaz ha tregont e oa Joram pa zeuas da roue, hag e renas eizh vloaz e Jeruzalem. 6 Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab a oa e wreg, hag e reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU. 7 Koulskoude en abeg d'an emglev en doa graet gant David, ne fellas ket d'an AOTROU distrujañ ti David, hervez ar gomz en doa lavaret da reiñ ul lamp dezhañ ha d'e vibien, da viken. 8 En e amzer, Edom en em savas a-enep aotrouniezh Juda, hag e lakajont warno ur roue. 9 Joram en em lakaas da gerzhout gant e ofiserien hag e holl girri; o vezañ savet en noz, e pilas an Edomiz a oa en-dro dezhañ, hag holl bennoù ar c'hirri. 10 Koulskoude en em savet eo Edom a-enep aotrouniezh Juda betek hiziv. En amzer-se ivez en em savas Libna a-enep e aotrouniezh, dre m'en doa dilezet an AOTROU, Doue e dadoù. 11 Ober a reas ivez uhellec'hioù war menezioù Juda, hag e lakaas tud Jeruzalem da c'hastaouiñ, hag e vountas ivez re Juda da gement-se. 12 Neuze e voe degaset ur skrid dezhañ a-berzh ar profed Elia, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Dre ma ne'c'h eus ket kerzhet war hent Jozafad da dad, na war hent Asa roue Juda, 13 met ma ec'h eus kerzhet war hent rouaned Israel, en ur lakaat Juda ha tud Jeruzalem da c'hastaouiñ evel m'en deus graet ti Akab, dre ma ec'h eus zoken lazhet da vreudeur, tiegezh da dad, a oa gwelloc'h egedout, 14 setu, emañ an AOTROU o vont da skeiñ gant da bobl, da vibien, da wragez ha da holl vadoù dre walennoù bras, 15 ha te az po kleñvedoù, dre boanioù ez pouzelloù, betek ma teuio er-maez da vouzelloù en abeg d'ar c'hleñved a gresko a zeiz da zeiz. 16 An AOTROU a vountas a-enep Joram spered ar Filistined hag an Arabed a oa o chom e-kichen Etiopia. 17 Pignat a rejont eta a-enep Juda, ec'h argadjont hag e preizhjont an holl binvidigezhioù en em gave e ti ar roue, hag e tegasjont ivez e vibien hag e wragez, en doare ma ne chomas mab ebet gantañ, nemet Joakaz, an hini yaouankañ eus e vibien. 18 Goude kement-se, an AOTROU a skoas gantañ en e vouzelloù, gant ur c'hleñved dibareüs. 19 Hag e c'hoarvezas, a-benn ur pennad amzer, e diwezh an eilvet bloaz, ma teuas er-maez e vouzelloù en abeg d'ar c'hleñved, hag e varvas e poanioù bras. E bobl ne lakaas ket da zeviñ warnañ louzoù-frondus, evel ma oa bet graet war e dadoù. 20 Daou vloaz ha tregont e oa a pa zeuas da roue, hag e renas eizh vloaz e Jeruzalem. Mont a reas kuit hep ma voe keuz dezhañ, hag e voe sebeliet e kêr David, met nann e bezioù ar rouaned. |