2 Danevelloù 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 1 Goude an traoù-se, mibien Moab ha mibien Ammon, rak ganto e oa an Ammoniz, a zeuas a-enep Jozafad evit ober brezel dezhañ. 2 Hag e teuas tud da gomz da Jozafad o lavarout: Dont a ra a-enep dit un engroez bras eus an tu all d'ar mor, eus Siria. Ha setu ez int en Hazazon-Tamar, hag a zo En-Gedi. 3 Jozafad en doe aon, hag en em lakaas da glask an AOTROU, hag ur yun a embannas evit holl Juda. 4 Juda en em zastumas evit goulenn sikour digant an AOTROU. Dont a rejont eus holl gêrioù Juda da glask an AOTROU. 5 Jozafad en em zalc'has e-kreiz bodadeg Juda ha Jeruzalem e ti an AOTROU, dirak al leurenn nevez, 6 hag e lavaras: AOTROU, Doue hon tadoù, ha n'out ket Doue en neñvoù? Ha n'out ket an hini a ren war holl rouantelezhioù ar broadoù? Ha n'emañ ket ez torn an nerzh hag ar galloud, en doare na c'hell den herzel ouzhit? 7 Ha n'eo ket te, hon Doue, an hini en deus diberc'hennet tud ar vro-mañ dirak da bobl Israel, hag en deus he roet da viken da lignez Abraham, a gare ac'hanout? 8 Chomet int enni, ha savet o deus dit enni ur santual evit da anv, en ur lavarout: 9 Mar deu warnomp ur gwalleur bennak, ar c'hleze, ar varnedigezh, ar vosenn pe an naonegezh, en em zalc'hin dirak an ti-mañ ha dirazout, rak da anv a zo en ti-mañ, hag e c'harmimp etrezek ennout en hon estrenvan, ha te a selaouo hag a zieubo! 10 Bremañ, setu mibien Ammon ha Moab, hag ar re eus menez Seir, ha na'z poa ket lezet mibien Israel da vont en o zouez pa zeuent eus bro Ejipt, hag e tistrojont diouto ha n'o deus ket o distrujet, 11 setu e paeont ac'hanomp en ur zont da gas ac'hanomp kuit eus da hêrezh, ac'h eus hol lakaet da berc'hennañ. 12 O hon Doue! Ha ne varni ket anezho? N'eus ket a nerzh ennomp dirak an niver bras-mañ a zeu a-enep deomp, ha n'ouzomp ket petra ober, met hon daoulagad a zo warnout. 13 Holl Juda en em zalc'he dirak an AOTROU, gant o ziegezhioù, o gwragez hag o bugale. 14 Neuze Spered an AOTROU a voe war Jakaziel mab Zakaria, mab Benaja, mab Jeiel, mab Matania, a-douez mibien Azaf, e-kreiz ar vodadeg, 15 hag e lavaras: C'hwi, holl Juda ha tud Jeruzalem, ha te roue Jozafad, bezit evezhiek! Evel-henn e komz an AOTROU deoc'h: N'ho pet ket aon ha na spontit ket dirak an engroez bras-se, rak ne vo ket deoc'h da vrezeliñ, met da Zoue. 16 Diskennit warc'hoazh a-enep dezho. Setu e vint o pignat dre grec'hienn Ziz, hag e kavot anezho e penn an draonienn, dirak gouelec'h Jeruel. 17 Ne vo ket deoc'h da stourm a-enep dezho, kit hag en em zalc'hit eno, ha gwelit ar silvidigezh ez a an AOTROU da reiñ deoc'h. Juda ha Jeruzalem, n'ho pet ket aon ha na spontit ket! Warc'hoazh, kit en arbenn dezho, hag an AOTROU a vo ganeoc'h. 18 Neuze Jozafad a stouas, e zremm d'an douar, hag holl Juda ha tud Jeruzalem a gouezhas dirak an AOTROU, oc'h azeuliñ an AOTROU. 19 Al Levited a-douez mibien ar Gehatiz hag a-douez mibien ar Gorahiz a savas evit meuliñ an AOTROU Doue Israel, a vouezh kreñv hag uhel. 20 Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh. 21 Hag, o vezañ kemeret kuzul digant ar bobl, e lakaas kanerien d'an AOTROU evit meuliñ e veurded santel; o kerzhout dirak an arme, e lavarent: Meulit an AOTROU, rak e drugarez a bad da viken! 22 D'an ampoent ma krogjont gant ar c'han hag ar veuleudi, an AOTROU a lakaas pechoù a-enep mibien Ammon, Moab ha re eus menez Seir, a zeue a-enep Juda. Hag e voent pilet. 23 Mibien Ammon ha Moab en em savas a-enep tud menez Seir, evel evit o lakaat da verz hag o distrujañ. Ha p'o doe echu gant tud Seir, en em sikourjont an eil egile d'en em zistrujañ kenetrezo. 24 Pa erruas Juda war an uhelenn a-belec'h e vez gwelet ar gouelec'h, e selljont etrezek an engroez-se, ha setu, e oa korfoù marv war an douar, hep ma oa tec'het unan anezho. 25 Evel-se Jozafad hag e bobl a zeuas da gemer o freizh, hag e kavjont e-touez ar c'horfoù marv pinvidigezhioù e-leizh ha traoù prizius, hag e kemerjont kement, ken ne voent ket evit o dougen. Hag e voent tri devezh o tastum ar preizh, rak bras e oa. 26 D'ar pevare deiz en em zastumjont e traonienn ar Beraka, rak eno e vennigjont an AOTROU. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se, betek hiziv, traonienn ar Beraka. 27 Hag holl dud Juda ha Jeruzalem, Jozafad ouzh o fenn, a yeas gant levenez da zistreiñ da Jeruzalem. Rak an AOTROU en doa roet levenez dezho diwar-benn o enebourien. 28 Mont a rejont da Jeruzalem gant lourennoù, telennoù ha trompilhoù, betek ti an AOTROU. 29 Doujañs Doue a voe war holl rouantelezhioù ar broioù-se, pa glevjont en doa stourmet an AOTROU a-enep enebourien Israel. 30 Evel-se rouantelezh Jozafad a voe sioul, hag e Zoue a roas dezhañ diskuizh a-bep tu. 31 Jozafad a renas eta war Juda. Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki. 32 Kerzhout a reas war hent Asa e dad ha ne zistroas ket diwarnañ, oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU. 33 Koulskoude an uhellec'hioù ne voent ket lamet, hag ar bobl n'he doa ket troet he c'halon etrezek Doue o zadoù. 34 Diwar-benn nemorant oberoù Jozafad, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se a zo skrivet e kounskrid Jehu mab Hanani, lakaet e levr rouaned Israel. 35 Goude-se, Jozafad roue Juda a unanas gant Akazia roue Israel, a oa fall e vuhezegezh. 36 Unaniñ a reas gantañ evit ober listri, evit mont da Darsiz, hag e rejont listri en Ezion-Geber. 37 Neuze Eliezer mab Dodava, eus Maresha, a brofedas a-enep Jozafad, o lavarout: Dre ma ec'h eus en em unanet gant Akazia, an AOTROU en deus distrujet da oberenn. Hag al listri a voe bruzunet, ha ne c'helljont ket mont da Darsiz. |