Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Salomon a zivizas sevel un ti evit anv a AOTROU, hag un ti roueel evitañ.

2 Ha Salomon a niveras dek mil den ha tri-ugent evit dougen ar bec'hioù, ha pevar-ugent mil evit benañ ar vein er menez, ha tri mil c'hwec'h kant evit eveshaat anezho.

3 Salomon a gasas da gavout Huram roue Tir, da lavarout dezhañ: Gra evidon evel ma ec'h eus graet evit David va zad, o kas dezhañ sedrez da sevel un ti evit chom ennañ.

4 Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.

5 An ti ez an da sevel a vo bras, rak hon Doue a zo brasoc'h eget an holl zoueoù.

6 Met piv en defe ar galloud da sevel dezhañ un ti, pa ne c'hellont ket e genderc'hel an neñvoù ha neñvoù an neñvoù? Ha piv on-me evit sevel dezhañ un ti, ma ne vefe nemet da lakaat da vogediñ dirazañ?

7 Bremañ kas eta din un den ampart d'al labourioù en aour, en arc'hant, en arem, en houarn, e tane, e ruz-bev, e limestra, hag a oar kizellañ engravadurioù, evit ma vo gant tud ampart am eus ganin e Juda hag e Jeruzalem, ar re en deus kempennet David va zad.

8 Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hañ koad al Liban. Setu, va servijerien a vo gant da re.

9 Ra vo kempennet din koad e-leizh, rak an ti ez an da sevel a vo bras hag hollgaer.

10 Hag e roin da'z servijerien a droc'ho pe a ziskaro ar c'hoad, ugent mil kor gwinizh dornet, ugent mil kor heiz, ugent mil bat gwin, ugent mil bat eoul.

11 Huram roue Tir a respontas en ur skrid a gasas da Salomon: Dre ma kar an AOTROU e bobl eo en deus da lakaet da roue warno.

12 Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus graet an neñvoù hag an douar, en deus roet d'ar roue David ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti roueel evitañ.

13 Kas a ran dit eta un den ampart ha skiantek: Huram-Abi,

14 mab da ur vaouez eus merc'hed Dan, hag e dad a oa un den eus Tir. Mailh eo d'al labourioù en aour, en arc'hant, en arem, en houarn, e mein, e koad, e tane, e limestra, e lin fin, e ruz-bev, hag e oar kizellañ a bep seurt engravadurioù, hag ijinañ a bep seurt oberennoù arz a vo roet dezhañ d'ober. Labourat a raio gant da dud ampart ha gant tud ampart va aotrou David da dad.

15 Ha bremañ ra gaso va aotrou d'e servijerien ar gwinizh, an heiz, an eoul hag ar gwin en deus lavaret.

16 Ha ni a droc'ho koad eus al Liban, kement ha ma vo ezhomm, hag o c'hasimp dit war radelloù dre vor betek Jafo, ha te o zreuzdougo betek Jeruzalem.

17 Salomon a niveras an holl ziavaezidi a oa e bro Israel goude an niveradeg en doa graet David e dad. Kavet e voe kant tri mil hag hanter-kant c’hwec’h kant.

18 Hag e lakaas dek mil ha tri-ugent da zougen bec'hioù, pevar-ugent mil evit benañ ar vein er menez, ha tri mil c'hwec'h kant da eveshaat ar bobl o labourat.

Lean sinn:



Sanasan