Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 19

1 Jozafad roue Juda a zistroas e peoc'h d'e di e Jeruzalem.

2 Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.

3 Koulskoude traoù mat a vez kavet ennout, rak lamet ec'h eus an Asheraoù, hag out en em staget ez kalon da glask Doue.

4 Ha Jozafad a chomas e Jeruzalem. Ha mont a reas a-nevez e-touez ar bobl, adalek Beer-Sheba betek menez Efraim, hag e tistroas anezho d'an AOTROU, Doue o zadoù.

5 Lakaat a reas barnerien er vro, en holl gêrioù kreñv Juda, e pep kêr.

6 Hag e lavaras d'ar varnerien: Eveshait ouzh ar pezh a reot, rak ne vo ket evit un den e varnot, met evit an AOTROU, a vo ganeoc'h pa varnot.

7 Bremañ ra vo doujañs an AOTROU warnoc'h. Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoù.

8 Jozafad a lakaas ivez e Jeruzalem Levited, aberzhourien ha pennoù tadoù Israel, evit ar varnedigezh hervez an AOTROU, hag evit ar breutadegoù a zistrofe da Jeruzalem.

9 Hag e roas urzhioù dezho, o lavarout: Ober a reot gant doujañs an AOTROU, gant fealded hag eeunder a galon.

10 Evit an holl gaozioù a zeuio dirazoc'h, a-berzh ho preudeur a zo o chom en o c'hêrioù, etre gwad ha gwad, lezenn ha gourc'hemenn, reolennoù ha barnedigezhioù, e sklêrijennot anezho evit na vint ket kablus dirak an AOTROU, ha na vo ket a gounnar warnoc'h ha war ho preudeur. Evel-se e reot, ha ne viot ket kavet kablus.

11 Ha setu, Amaria an aberzhour-meur a zo lakaet warnoc'h evit holl aferoù an AOTROU, ha Zebadia mab Ismael, priñs ti Juda, evit holl aferoù ar roue, hag evel skribed hoc'h eus al Levited dirazoc'h. Bezit kreñv ha grit evel-se. An AOTROU a vo gant an den a ra vad.

Lean sinn:



Sanasan