Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 18

1 Jozafad en doe pinvidigezhioù ha gloar e-leizh, hag en em unanas dre zimeziñ gant Akab.

2 Hag a-benn un nebeud bloavezhioù e tiskennas da gavout Akab e Samaria. Akab a lazhas evitañ hag evit ar bobl a oa gantañ un niver bras a zeñved hag a ejened, hag ec'h alias anezhañ da bignat a-enep Ramod-Galaad.

3 Akab roue Israel a lavaras da Jozafad roue Juda: Hag e teui ganin a-enep Ramod-Galaad? Hag e respontas dezhañ: Me eveldout, ha va fobl evel da bobl, ni a yelo ganit d'ar brezel.

4 Ha Jozafad a lavaras da roue Israel: Goulennata da gentañ, me az ped, komz an AOTROU.

5 Roue Israel a zastumas pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak Doue a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.

6 Met Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ profed d'an AOTROU ken, evit ma c'houlennatafemp anezhañ?

7 Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!

8 Neuze roue Israel a c'halvas ur spazhad hag a lavaras dezhañ: Laka buan Mika mab Jimla da zont.

9 Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gêr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediñ dirazo.

10 Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.

11 Hag an holl brofeded a lavare an hevelep profediezh, o lavarout: Pign da Ramod-Galaad hag e ri berzh, hag an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.

12 Ar c'hannad a oa aet da c'hervel Mika a gomzas outañ o lavarout: Setu, ar brofeded a lavar holl, a c'henoù unvan, traoù mat d'ar roue; mar plij, ra vo eta da gomz heñvel ouzh o re, ha disklêr ar mad!

13 Ha Mika a lavaras: An AOTROU a zo bev! Me a zisklêrio ar pezh a lavaro va Doue.

14 Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pignit, hag e reot berzh, lakaet e vint etre ho taouarn.

15 Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?

16 Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.

17 Roue Israel a lavaras da Jozafad: Ha ne'm eus ket lavaret dit, ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met an droug?

18 Hag e lavaras: Setu perak, selaouit ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.

19 An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab roue Israel, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare hag egile en un doare all.

20 Ur spered a zeuas a-raok d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag e lavaras: Me a douello anezhañ. An AOTROU a lavaras: Penaos?

21 Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se.

22 Bremañ eta, setu, an AOTROU en deus lakaet ur spered a c'haou e genoù da brofeded, hag an AOTROU en deus disklêriet droug a-enep dit.

23 Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?

24 Mika a respontas: Kement-se a weli en deiz ma'z i eus kambr da gambr evit kuzhat.

25 Neuze roue Israel a lavaras: Kemerit Mika ha kasit-eñ da Amon, gouarnour ar gêr, ha da Joaz, mab ar roue,

26 ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.

27 Mika a respontas: Mar distroez e peoc’h, an AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloù!

28 Roue Israel ha Jozafad roue Juda a bignas a-enep Ramod-Galaad.

29 Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas, hag ez ejont d'ar brezel.

30 Roue Siria en doa roet un urzh da bennoù e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.

31 Pa welas pennoù ar c'hirri Jozafad, e lavarjont: Roue Israel eo! Hag e teuint en-dro dezhañ evit e argadiñ. Jozafad a grias, hag an AOTROU a sikouras anezhañ, ha Doue o fellaas dioutañ.

32 Pa welas pennoù ar c'hirri ne oa ket roue Israel, e tistrojont dioutañ.

33 Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoù hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on.

34 Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Roue Israel a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, betek an abardaez. Hag e varvas war-dro pa guzhas an heol.

Lean sinn:



Sanasan