Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 16

1 Er c'hwec'hvet bloaz ha tregont eus ren Asa, Baesha roue Israel a bignas a-enep Juda, hag e savas Rama, evit herzel ouzh an dud da zont pe da vont etrezek Asa roue Juda.

2 Neuze Asa a dennas arc'hant hag aour eus teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag o c'hasas da Ven-Hadad roue Siria, a oa o chom e Damask, en ur lavarout:

3 Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel ma oa etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit arc'hant hag aour, kae, torr da emglev gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.

4 Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoù e arme a-enep kêrioù Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Maim, hag holl zastumlec'hioù kêrioù Neftali.

5 Adalek ma ouezas-se Baesha, e paouezas da sevel Rama, hag ec'h ehanas e labour.

6 Neuze ar roue Asa a gemeras gantañ holl Juda, hag e kasjont ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ganto e savas Geba ha Mizpa.

7 En amzer-se Hanani ar gwelour a zeuas da gavout Asa roue Juda, hag e lavaras dezhañ: Dre ma'z out en em harpet war roue Siria ha ma ned out ket harpet war an AOTROU da Zoue, arme roue Siria he deus tec'het diouzh da zorn.

8 An Etiopiz hag al Libiz, ha ne oant ket un arme vras-meurbet, gant kirri ha marc'hegerien niverus? Met dre ma ec'h eus en em harpet war an AOTROU, lakaet en deus anezho etre da zaouarn.

9 Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.

10 Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.

11 Diwar-benn oberoù Asa, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Juda hag Israel.

12 En navet bloaz ha tregont eus e ren, Asa a voe klañv eus e dreid, hag e gleñved a oa gwall c'harv. Koulskoude, en e gleñved ne glaskas ket an AOTROU, met ar vezeien.

13 Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e varvas er c'hentañ bloaz ha daou-ugent eus e ren,

14 hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet evitañ e kêr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoù-frondus hag a c'hwezhioù-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitañ un niver bras-meurbet anezho.

Lean sinn:



Sanasan