Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 15

1 Spered Doue a voe war Azaria mab Obed,

2 hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.

3 E-pad pell eo bet Israel hep an Doue gwirion, hep aberzhour o kelenn, hep lezenn,

4 met en o enkrez e tistrojont d'an AOTROU, Doue Israel, hag e glasket o deus, ha kavet eo bet ganto.

5 En amzer-se, ne oa ket a surentez er vro evit ar re a yae hag a zeue, rak trubuilhoù bras a oa e-touez holl dud ar vro.

6 Ur vroad a oa gwasket gant ur vroad all, hag ur gêr gant ur gêr all, rak Doue a drubuilhe anezho dre bep seurt enkrezioù.

7 C'hwi eta, bezit kreñv, ra ne vo ket dinerzhet ho taouarn, rak ur gopr a vo evit hoc'h oberoù.

8 Pa glevas Asa ar c'homzoù-se ha profediezh Obed ar profed, en em greñvaas, hag e lamas kuit an traoù euzhus diouzh holl vro Juda ha Benjamin, ha diouzh ar c'hêrioù en doa tapet e menez Efraim. Nevesaat a reas aoter an AOTROU a oa dirak porched an AOTROU.

9 Dastum a reas holl Juda ha Benjamin, ha re Efraim, Manase ha Simeon a oa o chom ganto, rak un niver bras eus re Israel a oa deuet dezhañ, o welout e oa an AOTROU e Zoue gantañ.

10 En em zastum a rejont eta e Jeruzalem en trede miz eus ar pemzekvet bloaz eus ren Asa.

11 Hag ec'h aberzhjont d'an AOTROU, en deiz-se, seizh kant ejen ha seizh mil dañvad, eus ar preizh o doa degaset.

12 Hag ez ejont e-barzh un emglev, evit klask an AOTROU, Doue o zadoù, a-greiz o holl galon hag o holl ene,

13 en doare ma vefe lakaet d'ar marv an holl re na glaskfent ket an AOTROU, Doue Israel, ar re vihan hag ar re vras, ar baotred hag ar plac'hed.

14 Hag e rejont le d'an AOTROU, a vouezh uhel, gant trouz ha gant son an trompilhoù hag ar shofaroù.

15 Hag holl Juda a laouenaas diwar-benn al le-se, dre m'o doa touet a-greiz o holl galon, ha m'o doa klasket an AOTROU gant o holl youl. Hag e gavet o doa, hag an AOTROU a roas diskuizh dezho a bep tu.

16 Ar roue Asa a lamas zoken digant e vamm Maaka he lesanv a rouanez, dre m'he doa graet un idol evit Ashera. Asa a ziskaras hec'h idol, en lakaas a-dammoù, hag en devas e-kichen froud Kedron.

17 Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit a-greiz Israel. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-pad e holl zeizioù.

18 Lakaat a reas e ti Doue an traoù a oa bet santelaet gant e dad hag ar pezh en doa santelaet e-unan, arc'hant, aour ha listri.

19 Ne voe brezel ebet betek ar pempvet bloaz ha tregont eus ren Asa.

Lean sinn:



Sanasan