Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13

1 En triwec'hvet bloaz eus ar roue Jeroboam, e teuas Abija da roue war Juda.

2 Ren a reas tri bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Mikaja merc'h Uriel eus Gibea. Ha brezel a voe etre Abija ha Jeroboam.

3 Abija a grogas gant ar brezel gant un arme a vrezelourien galonek, pevar c'hant mil den a zibab. Jeroboam a renkas a-enep dezhañ, evit ar brezel, eizh kant mil den a zibab, brezelourien galonek.

4 Abija en em zalc'has war-lein Menez Zemaraim, a zo e menezioù Efraim, hag e lavaras: Jeroboam hag holl Israel, selaouit-me!

5 Ha ne dleit ket gouzout en deus an AOTROU Doue Israel roet ar ren war Israel da Zavid, evit biken, dezhañ ha d'e vibien, dre un emglev didorrus?

6 Met Jeroboam mab Nebad, servijer Salomon mab David, a zo en em uhelaet hag a zo en em savet a-enep e aotrou.

7 Ha tud a netra, tud fall, a zo en em unanet gantañ, hag int o deus en em nerzhekaet a-enep Roboam mab Salomon. Roboam a oa yaouank ha tener, ha ne c'hellas ket derc'hel dirazo.

8 Ha bremañ e teu d'ho soñj derc'hel dirak rouantelezh an AOTROU, a zo etre daouarn mibien David. C'hwi a zo un niver bras, ha ganeoc'h emañ al leueoù aour en deus graet deoc'h Jeroboam evit bezañ ho toueoù.

9 Ha n'hoc'h eus ket kaset kuit aberzhourien an AOTROU, mibien Aaron, hag al Levited? Ha n'hoc'h eus ket graet deoc'h aberzhourien evel pobloù ar broadoù? Pep hini a zo deuet evit bezañ kensakret gant ur c'hole yaouank ha seizh tourz, a zo deuet da vezañ aberzhour d'ar pezh n'eo ket Doue.

10 Evidomp-ni, an AOTROU eo hon Doue, ha n'hon eus ket e zilezet. An aberzhourien a ra servij an AOTROU a zo mibien Aaron, hag al Levited a zo gant o labour,

11 o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.

12 Setu, Doue hag e aberzhourien a zo ganeomp, en hor penn, hag o deus ganto an trompilhoù tregernus, evit tregerniñ a-enep deoc'h. Mibien Israel, na stourmit ket a-enep an AOTROU, Doue ho tadoù, rak ne reot ket berzh.

13 Jeroboam a lakaas ur ged d'ober un distro evit tostaat a-ziadreñv. Evel-se e oa a-dal da Juda, hag ar ged a oa a-dreñv d'ar re-mañ.

14 Re Juda a sellas eta, ha setu, o doa an emgann en a-raok hag en a-dreñv. Hag e krijont d'an AOTROU, hag an aberzhourien a sonas an trompilhoù.

15 Holl dud Juda a laoskas youc'hadennoù, ha pa youc'has tud Juda, Doue a skoas war Jeroboam hag holl Israel dirak Abija ha Juda.

16 Mibien Israel a dec'has dirak Juda, ha Doue a lakaas anezho etre o daouarn.

17 Abija hag e bobl a reas ul lazhadeg vras, hag e kouezhas pemp kant mil den a zibab eus Israel, skoet d'ar marv.

18 Mibien Israel a voe mezhekaet en amzer-se, ha mibien Juda a zeuas da vezañ kreñv, dre m'o doa en em harpet war an AOTROU, Doue o zadoù.

19 Abija a redas war-lerc'h Jeroboam, hag e tapas digantañ kêrioù: Betel hag he c'hêrioù tro-dro, Jeshana hag he c'hêrioù tro-dro, Efron hag he c'hêrioù tro-dro.

20 Jeroboam n'en doe nerzh ebet ken e-pad amzer Abija. An AOTROU a skoas warnañ, hag e varvas.

21 Abija a zeuas da vezañ galloudek. Kemer a reas pevarzek gwreg, hag en doe daou vab warn-ugent ha c'hwezek merc'h.

22 Diwar-benn nemorant oberoù Abija, e hentoù hag e gomzoù, kement-se a zo skrivet e kounskrid Iddo ar profed.

Lean sinn:



Sanasan