Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12

1 Pa voe startaet ar rouantelezh gant Roboam, ha pa voe deuet da vezañ kreñv, e tilezas lezenn an AOTROU, hag holl Israel gantañ.

2 D'ar pempvet bloaz eus ar roue Roboam, e pignas Shishak roue an Ejipt a-enep Jeruzalem, rak pec'het o doa a-enep an AOTROU.

3 Bez' e oa gantañ mil daou c'hant karr ha tri-ugent mil marc'heger, hag ur bobl diniver a zeuas eus an Ejipt gantañ, Libiz, Sukkiiz hag Etiopiz.

4 Tapout a reas ar c'hêrioù kreñv a oa da Juda, hag e teuas da Jeruzalem.

5 Neuze Shemaja ar profed a zeuas da gavout Roboam ha pennoù Juda a oa dastumet e Jeruzalem, dre ma tostae Shishak, hag e lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dilezet hoc'h eus ac'hanon, ha me ivez a zilez ac'hanoc'h etre daouarn Shishak.

6 Neuze pennoù Israel hag ar roue en em izelaas, hag e lavarjont: Reizh eo an AOTROU!

7 Pa welas an AOTROU e oant en em izelaet, komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, o lavarout: En em izelaet o deus, ne zistrujin ket anezho, reiñ a rin dezho prest an tu da vezañ dieubet, ha va fulor ne vo ket skuilhet war Jeruzalem dre zorn Shishak.

8 Koulskoude e vint sujet dezhañ, evit ma ouezint petra eo servijañ ac'hanon ha servijañ rouantelezhioù ar broioù all.

9 Shishak roue an Ejipt a bignas a-enep Jeruzalem hag a gemeras teñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoù aour en doa graet Salomon.

10 Ar roue Roboam a reas skoedoù arem en o lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoù ar rederien a ziwalle dor ti ar roue.

11 Bep gwech ma'z ae ar roue da di an AOTROU, ar rederien a zeue hag a zouge anezho, ha goude o degasent en-dro e kambr ar rederien.

12 Evel-se, evel ma oa en em izelaet, kounnar an AOTROU a zistroas dioutañ, ha ne zistrujas ket anezhañ penn-da-benn. Bez' e oa c'hoazh traoù mat e Juda.

13 Ar roue Roboam en em startaas eta e Jeruzalem, hag e renas. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.

14 Met ober a reas an droug, rak ne lakaas ket e galon da glask an AOTROU.

15 Diwar-benn oberoù Roboam, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levrioù Shemaja ar profed hag Iddo ar gwelour, el lignezouriezh? Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.

16 Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. Hag Abija e vab a renas en e lec'h.

Lean sinn:



Sanasan