2 Danevelloù 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas ti Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm a-enep Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam. 2 Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout: 3 Komz ouzh Roboam mab Salomon roue Juda, hag ouzh holl re Israel a zo e Juda hag e Benjamin, ha lavar dezho: 4 Evel-henn e komz an AOTROU: N'it ket d'ober brezel a-enep ho preudeur, distroit pep hini ac'hanoc'h d'e di, rak kement-se a zeu eus va ferzh. Hag e sentjont ouzh komzoù an AOTROU, hag e tistrojont o tilezel o stourm a-enep Jeroboam. 5 Roboam a chomas e Jeruzalem hag a savas kêrioù kreñv e Juda. 6 Sevel a reas Betlehem, Etam, Tekoa, 7 Bet-Zur, Soko, Adullam, 8 Gad, Maresha, Zif, 9 Adoraim, Lakish, Azeka, 10 Zorea, Ajalon hag Hebron, a oa kêrioù kreñv e Juda hag e Benjamin. 11 Kreñvaat a reas anezho, hag e lakaas enno gouarnourien, ha pourvezioù boued, eoul ha gwin. 12 E pep kêr e lakaas skoedoù ha goafioù, hag e reas dezho dont da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ. Juda ha Benjamin a oa dezhañ. 13 An aberzhourien hag al Levited, en holl Israel, a zeuas d'e gavout eus o holl gornioù-bro. 14 Rak al Levited a zilezas o douaroù hag o domanioù evit dont da Juda ha da Jeruzalem, dre m'en doa o distaolet Jeroboam, gant e vibien, er-maez eus o c'hargoù a aberzhourien d'an AOTROU, 15 hag en doa lakaet aberzhourien dezhañ evit an uhellec'hioù, hag evit ar bouc'hed hag al leueoù en doa graet. 16 War o lerc'h, eus holl veuriadoù Israel, ar re en em stage en o c'halon da glask an AOTROU a zeuas da Jeruzalem, evit aberzhiñ d'an AOTROU, Doue o zadoù. 17 Hag e kreñvajont rouantelezh Juda hag e startajont Roboam mab Salomon e-pad tri bloaz, rak e-pad tri bloaz e kerzhjont war hent David ha Salomon. 18 Roboam a gemeras da wreg Mahalad merc'h Jerimod, mab David, hag Abikail merc'h Eliab, mab Jese, 19 a c'hanas dezhañ mibien: Jeush, Shemaria ha Zaham. 20 Ha goude e kemeras Maaka merc'h Absalom, a c'hanas dezhañ Abija, Atai, Ziza ha Shelomid. 21 Roboam a garas Maaka merc'h Absalom muioc'h eget e holl wragez ha serc'hed. Kemeret en doa triwec'h gwreg ha tri-ugent serc'h, hag e voe tad da eizh mab warn-ugent ha da dri-ugent merc'h. 22 Roboam a lakaas Abija mab Maaka da benn, evel rener e-touez e vreudeur, e-sell d'ober gantañ ar roue. 23 Hag e reas gant furnez, o stlabezañ e holl vibien en holl gornioù-bro Juda ha Benjamin, en holl gêrioù kreñv, hag e roas dezho bevañs gant leunder, hag e c'houlennas evito un niver bras a wragez. |