2 Danevelloù 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 1 Roboam a yeas da Sichem, rak holl Israel a oa deuet da Sichem evit e lakaat da roue. 2 Pa glevas Jeroboam mab Nebad kement-se, e oa en Ejipt, e-lec'h ma oa tec'het a-zirak ar roue Salomon; neuze e tistroas eus an Ejipt. 3 Kaset e voe da c'hervel anezhañ. Jeroboam hag holl Israel a zeuas hag a gomzas ouzh Roboam o lavarout: 4 Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner. Skañva bremañ kargoù kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp, hag e servijimp ac'hanout. 5 Hag e lavaras dezho: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz; hag ar bobl a yeas kuit. 6 Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se? 7 Hag e respontjont dezhañ evel-henn: Mar bezez mat e-keñver ar bobl-se, mar plijez dezho, mar lavarez dezho komzoù madelezhus, e vint da servijerien da viken. 8 Met dilezel a reas an ali o doa roet dezhañ ar re gozh, hag e c'houlennas ali digant ar re yaouank o doa kresket gantañ hag en em zalc'he dirazañ. 9 Hag e lavaras dezho: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se he deus komzet ouzhin o lavarout: Skañva ar yev en deus lakaet da dad warnomp? 10 Hag ar re yaouank o doa kresket gantañ a respontas o lavarout: Evel-henn e komzi ouzh ar bobl-se he deus komzet ouzhit o lavarout: Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner, ha te, skañva hor yev! Respont a ri dezho: Va biz bihan a zo tevoc'h eget divgroazell va zad. 11 Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged. 12 Tri deiz goude, Jeroboam hag an holl bobl a zeuas da gavout Roboam, evel m'en doa lavaret ar roue: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz. 13 Ar roue a respontas dezho garv, ar roue Roboam a zilezas ali ar re gozh. 14 Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged. 15 Ar roue ne selaouas ket ouzh ar bobl, ha kement-se a zeue a-berzh Doue, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo. 16 Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù. 17 Roboam a renas war ar re eus mibien Israel a oa o chom e kêrioù Juda. 18 Ar roue Roboam a gasas Hadoram, karget eus an tailhoù, met mibien Israel a labezas anezhañ gant mein, hag e varvas. Ar roue Roboam a hastas pignat war ur c'harr da dec'hout da Jeruzalem. 19 Evel-se e oa Israel en em savet a-enep ti David betek hiziv. |