Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Danevelloù 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Salomon mab David a startaas en e ren, hag an AOTROU e Zoue a voe gantañ hag a savas anezhañ uhel-meurbet.

2 Salomon a gomzas ouzh holl Israel, ouzh ar pennoù a vilieroù hag a gantoù, ouzh ar varnerien, ouzh holl re vras Israel a-bezh, ar pennoù tadoù.

3 Salomon hag an holl vodadeg gantañ a yeas d'an uhellec'h a oa e Gabaon, rak eno e oa teltenn engalv Doue, an hini en doa graet Moizez servijer an AOTROU er gouelec'h.

4 Met David en doa degaset arc'h Doue eus Kirjad-Jearim d'al lec'h en doa kempennet, rak savet en doa eviti un deltenn e Jeruzalem.

5 An aoter arem graet gant Bezaleel mab Uri, mab Hur, a oa eno dirak tabernakl an AOTROU. Salomon hag ar vodadeg a glaskas eno...

6 Salomon a ginnigas eno dirak an AOTROU mil loskaberzh, war an aoter arem a oa dirak teltenn an engalv.

7 En noz-se, Doue en em ziskouezas da Salomon hag a lavaras dezhañ: Goulenn ar pezh a fell dit ma rofen dit.

8 Salomon a respontas da Zoue: Graet ec'h eus trugarez vras e-keñver David va zad, ha va lakaet ec'h eus da roue en e lec'h.

9 Bremañ, AOTROU Doue, ra vo sevenet ar gomz ac'h eus lavaret da Zavid va zad, rak va lakaet ec'h eus da roue war ur bobl niverus evel poultr an douar.

10 Ro din bremañ furnez ha skiant, evit ma ouezin en em ren dirak ar bobl-mañ. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, ar bobl ken bras-mañ?

11 Ha Doue a lavaras da Salomon: Peogwir emañ kement-se ez kalon, ha ne'c'h eus ket goulennet diganin pinvidigezh, na madoù, na gloar, na marv ar re a gasa ac'hanout, na zoken deizioù niverus, met goulennet ec'h eus evidout furnez ha skiant, evit barn va fobl am eus da lakaet roue warni,

12 ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a roio dit ivez pinvidigezh, madoù ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.

13 Hag e tistroas Salomon da Jeruzalem, eus an uhellec'h a oa e Gabaon, a-zirak teltenn an engalv, hag e renas war Israel.

14 Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien. Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas anezho er c'hêrioù ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue.

15 Ar roue a reas d'an arc'hant ha d'an aour bezañ ken boutin e Jeruzalem ha mein, ha d'ar sedrez ken boutin ha sikamor ar blaenenn.

16 Eus an Ejipt eo e teue ar c'hezeg en doa Salomon. Ur strollad marc'hadourien a-berzh ar roue a yae d'o c'herc'hat dre lodenn evit ur priz merket.

17 Lakaat a raed da bignat ha da zont eus an Ejipt ur c'harr evit c'hwec'h kant sikl arc'hant hag ur marc'h evit kant hag hanter-kant. Degaset e vezent ivez evit holl rouaned an Hitited hag evit rouaned Siria.

Lean sinn:



Sanasan