1 Yann 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 Ret eo amprouiñ ar speredoù 1 Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed. 2 Dre gement-mañ eo ec’h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig a zo eus Doue, 3 ha pep spered n’anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig n’eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc’h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed. 4 Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed. 5 Int a zo eus ar bed, dre-se e komzont hervez ar bed hag ar bed a selaou anezho. 6 Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac’hanomp, an hini n’eo ket eus Doue ne selaou ket ac’hanomp. A gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol. Ar garantez a zeu eus Doue 7 Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue. 8 An hini na gar ket n’en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez. 9 E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ. 10 E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù. 11 Re garet-mat, mar en deus Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile. 12 Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp. 13 E kement-mañ ec’h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered. 14 Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed. 15 Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue. 16 Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ. 17 E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan. 18 Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a zalc’h ur c’hastiz; an hini en deus aon n’eo ket peurvat er garantez. 19 Ni a gar anezhañ dre ma en deus hor c’haret da gentañ. 20 Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c’hellfe karout Doue na wel ket? 21 Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur. |