1 Yann 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 Ar Ger a Vuhez 1 Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez, 2 rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet hag e roomp testeni anezhi, hag e prezegomp deoc’h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp, 3 ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist. 4 Hag e skrivomp deoc’h an traoù-mañ evit ma vo peurvat ho levenez. En ur gerzhout er sklêrijenn: ar pec’hedoù pardonet; karantez Doue 5 Kement-mañ eo an disklêriadur hon eus klevet digantañ hag a roomp da anavezout deoc’h: Doue a zo sklêrijenn ha n’eus teñvalijenn ebet ennañ. 6 Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantañ ha ma kerzhomp en deñvalijenn, e lavaromp gaou ha ne heuliomp ket ar wirionez. 7 Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed. 8 Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, en em douellomp hon-unan hag ar wirionez n’emañ ket ennomp. 9 Mar anzavomp hor pec’hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder. 10 Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c’her n’emañ ket ennomp. |