Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Timote 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 Kemennoù da Dimote

1 Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,

2 dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c’houstiañs gant houarn tomm,

3 o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.

4 Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c’hemer gant trugarez,

5 rak kement-se a zo santelaet dre c’her Doue ha dre ar bedenn.

6 Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.

7 Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,

8 rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.

9 Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs.

10 Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma’c’h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.

11 Kemenn ha desk an traoù-se.

12 Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.

13 Betek ma teuin, en em ro d’al lennadur, d’an ali ha d’ar c’helennadur.

14 Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.

15 Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.

16 Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc’h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac’hanout.

Lean sinn:



Sanasan