1 Timote 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 Eskob ha diagon 1 Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c’hoanta ur garg vat meurbet. 2 Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn, 3 nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni, 4 o c’houarn mat e di e-unan, o terc’hel e vugale er sentidigezh hag e pep onestiz, 5 rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue? 6 Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul. 7 Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul. 8 Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c’her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest, 9 o virout mister ar feiz en ur goustiañs c’hlan. 10 Ra vo ar re-mañ ivez amprouet da gentañ, ha goude ra vint lakaet d’o servij mar d-int divlam. 11 En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù. 12 Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c’houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan, 13 rak ar re o devo graet mat ar servij-se a c’hounezo ur renk enorus hag ur fiziañs vras er feiz a zo e Jezuz-Krist. 14 Skrivañ a ran kement-mañ dit, oc’h esperout mont prest da’z kavout 15 hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez. 16 Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar. |