Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Tesalonikiz 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Dre-se, o vezañ ma ne c’hellemp ket gortoz pelloc’h, karet hon eus muioc’h chom hon-unan en Aten,

2 hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,

3 evit na vo den brañsellet er glac’haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc’h-unan ez omp tonket evit kement-se.

4 Pa oamp ganeoc’h, hon eus lavaret deoc’h en a-raok hor bije da c’houzañv poanioù, evel ma’z eo c’hoarvezet hag evel ma ouzoc’h.

5 O vezañ ne c’hellen ket gortoz pelloc’h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n’en dije an tempter touellet ac’hanoc’h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.


An Aviel kemennet gant Timote

6 Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d’hor c’havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac’hanomp, o c’hoantaat hor gwelout evel ma c’hoantaomp hon-unan ho kwelout.

7 Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c’hlac’haroù hag ankenioù.

8 Rak bevañ a reomp bremañ, peogwir e chomit start en Aotrou.

9 Pebezh trugarez na c’hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc’h!

10 Pediñ a reomp anezhañ gant birvidigezh noz-deiz evit ma c’hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniañ ar pezh a vank d’ho feiz.

11 Ra reno Doue e-unan hon Tad, ha Jezuz-Krist hon Aotrou, hor c’hammedoù war-zu ennoc’h,

12 ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,

13 ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.

Lean sinn:



Sanasan