Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Tesalonikiz 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2 Labour Paol e Tesalonike

1 C’hwi hoc’h-unan a oar a-dra-sur, breudeur, penaos hon donedigezh en ho touez n’eo ket bet difrouezh.

2 Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc’h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.

3 Rak n’eus bet en hor prezegerezh nag errol, na tra lous ebet, na tromplerezh.

4 Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.

5 Rak n’hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc’h, na labouret dre zroukc’hoant, Doue a zo test a gement-se.

6 N’hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoù all ebet, petra bennak ma c’hellemp pouezañ warnoc’h gant galloud evel ebestel Krist,

7 met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,

8 evel-se, leun a evezh evidoc’h, hor bije karet reiñ deoc’h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc’h ur garantez vras.

9 Soñj hoc’h eus, breudeur, eus hol labour hag eus hor poan. En ur labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec’h deoc’h eo hon eus prezeget deoc’h Aviel Doue.

10 Testoù oc’h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c’hwi ar re a gred.

11 Anavezout a rit ivez penaos hon eus aliet, kalonekaet hag aspedet start pep hini ac’hanoc’h, evel un tad e-keñver e vugale,

12 evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.


Feiz an Desalonikiz ha mision Timote

13 Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.

14 Rak c’hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc’h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc’h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien,

15 int hag o deus lakaet d’ar marv an Aotrou Jezuz hag o frofeded o-unan, o deus hon heskinet, na blijont ket da Zoue, hag a zo enebourien d’an holl dud,

16 o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.

17 Evidomp, breudeur, o vezañ bet pellaet diouzhoc’h abaoe ur pennad amzer a gorf ha nann a galon, hon eus bet kement muioc’h a c’hoant hag a hast d’ho kwelout a-nevez.

18 Fellet eo bet deomp ur wech ha zoken div mont d’ho kavout, da vihanañ me Paol, met Satan en deus miret ouzhimp d’henn ober.

19 Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c’hurunenn a c’hloar? Ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?

20 Ya, c’hwi eo hor gloar hag hol levenez.

Lean sinn:



Sanasan